Unelli
An Unelli, pe Veneli, pe c’hoazh Venelli (Οὐένελοι en henc’hresianeg) a oa ur ur bobl c’halian en Arvorig gwechall. O vevañ e oant el ledenez a zo anvet bremañ Cotentin, en norzh da bobl an Abrincatui hag er c’hornôg d’al Lexovii. Hervez Ptolemaios e oa Crociatonum kêr-benn ar Veneli, met n’eur ket sur pelec’h e oa ar gêr-se.
Meneget int gant Julius Caesar e-barzh De Bello Gallico[1] , e-kichen pobloù all eus Arvorig, evel ar Weneted, an Osismied pe ar Guriosolited. Sujañ a rejont da Publius Licinius Crassus e 57 kent JK ; met e 56 kent JK e voe ret kas un armead Romaned adarre a-enep an Unelli o doa graet emglev gant pobloù all eus Arvorig, Weneted, Kuriosolited, Lexovii, Aulerci Eburovices... Quintus Titurius Sabinus a oa e penn tri lejion soudarded roman, a-dal d’an Unelli ha d’o amezeien. Renet e oa ar C’halianed gant Viridovix. Kontañ a ra Julius Caesar penaos e voe faezhet ar C’halianed pa glaskjont tagañ kamp ar Romaned. Lazhet e voe kalz anezho ha nebeud a zeuas a-benn da dec’hout rak ar varc’heien roman[2].
Gant an Unelli e voe kaset un armead 6000 den da emgann Alesia e 52 kent JK[3].
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Commentarii de Bello Gallico levrenn II, 34 & levrenn III, 11
- ↑ Commentarii de Bello Gallico, Levrenn III, 17—19
- ↑ Commentarii de Bello Gallico, levrenn VII, 75