Lexovii
Al Lexovii a oa ur bobl c’halian a oa o vevañ en arvor Mor Breizh, a-gleiz da aber ar Saena. Unan eus pobloù Arvorig e oant.
Kêr-benn al Lexovii, goude aloubadeg ar Romaned, a oa anvet Noviomagus Lexoviorum, un anv aet da Lisieux hiziv.
Anv a vez graet anezho gant Julius Caesar en e Commentarii de Bello Gallico[1]. Kevreet e oa al Lexovii gant ar Venelli, an Osismied hag ar Guriosolited e 56 kent JK, da vont war sikour ar Weneted hag en em gannañ a rejont ouzh lejionoù Quintus Titurius Sabinus[2]. Trec'het e voe ar C'halianed gant Sabinus ha kodianañ a rejont[3]. Ur wech all c'hoazh e voe Lexovii o klask en em sevel ouzh ar Romaned : e 52 kent JK e voe kaset 3 000 den ganto da reiñ harp da emsavadeg Verkingetorix[4].
Notennoù
kemmañ