Riedoned
Ar Redones pe Riedones (hervez al latin)[1] pe Rêdoned[2] pe Riedoned[3] a oa unan eus ar pobloù galian diazezet e kornôg Gallia Lugdunensis, er vro zo tro-dro da Roazhon bremañ. Condate (deuet da vezañ Roazhon hiziv) e oa o c’hêr-benn. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :
- Koriosolited er c'hornôg
- Namneted er c’hreisteiz
- Aulerci er reter
- Abrincatui er biz
Goude ober brezel e Gallia Belgica (57 kent JK), Julius Caesar a gasas ul lejion da Arvorig, annezet gant ar Weneted, ar Redones, ha pobloù all c’hoazh diazezet etre ar stêrioù Seine ha Liger. Meneget eo ar Redones gant Caesar e-touez ar pobloù a oa o vevañ en Arvorig, en arvor ar Mor Atlantel[4]. Soublañ a rejont holl dirak Publius Licinius Crassus e-pad an hañv[5]. Un nebeud mizioù war-lerc’h avat e savjont a-du gant emsavadeg ar Weneted, asambles gant meur a bobl all eus Arvorig, met trec’h e voe ar Romaned. Pemp bloaz war-lerc’h, e 52 kent JK, e voe kaset soudarded gant ar Redones da dagañ armeoù Caesar en Emgann Alesia.
O anv
kemmañDont a ra o anv eus ar wrizienn geltiek *reid- (« mont gant ur c’harr »), gant ul lostger -on-[6]. Talvezout a rae o anv eta kement ha « bleinerien girri ».
Notennoù
kemmañ- ↑ Anne-Marie Rouanet-Lisenfelt, André Chastagnol, Patrick Galliou, Loïc Langouët & Pascal Aumasson, La civilisation des Riedones, Brest, stagadenn da « Archéologie en Bretagne » », 1980, avertissement RIEDONES ou REDONES, Anne-Marie Rouanet-Lisenfelt, p.5.
- ↑ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 220
- ↑ Louis Elegoet, Istor Breizh, TES, p. 20
- ↑ Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn VII, 75)
- ↑ Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn II, 34
- ↑ Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance, p. 34