Koriosolited

Ar Goriosolited[1] - e latin Coriosilitae - a zo ur bobl c'halian en Arvorig kozh.

Kartenn ar pobloù galian a oa o vevañ e tachennad Breizh a vremañ:
  • ██ Osismied
  • ██ Weneted
  • ██ Koriosolited
  • ██ Riedoned
  • ██ Namneted
  • E Kersaout e oa o c'hêr-benn, hag a voe kaset goude da Aled (Aletum, hiziv Sant-Servan), tostoc'h d'an aod.

    An anvAozañ

    Hervez Léon Fleuriot e teufe an anv eus ar c'heltieg kor (a adkaver er ger brezhonek "koskor", hag en anv "Tregor" hag en deus roet ar brezhoneg a-vremañ Treger), mui un elfenn "sol", hag a dalvezje "evezh, ged"[2].

    LevrlennadurAozañ

    • Loïc Langouet, Les Coriosolites, un peuple armoricain de la période gauloise à l'époque gallo-romaine, édition Centre régional d'archéologie d'Alet, 1987, 279 pages, (ISBN 03996662)

    Notennoù ha daveoùAozañ

    1. Louis Élégoët, Istor Breizh, TES, 1999, p.30.
    2. L. Fleuriot, "Du gaulois au breton ancien en Armorique", BSAF CIX, 1981, p.182-183.