Sant-Servan
kumun Il-ha-Gwilen
Sant-Servan a oa ur gumun dizalc'h, war lez dehoù aber ar stêr Renk, a-raok bezañ staget ouzh Sant-Maloù e 1967[1].


Istor Aozañ
Dispac'h Gall Aozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person-dean, Gautier e anv, Livier, kure, ha Perrotin, beleg[2].
XXvet kantved Aozañ
Brezel-bed kentañ Aozañ
- Fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 21 a viz Here 1915, e Tuniz, evit «muntr, ha klask muntrañ»[3]; lazhet e voe unan all divarn gant e uhelourien en Estrées-Deniécourt d'an 10 a viz Gwengolo 1916[4] e-kerzh ur «rebellerezh»[5].
- 428 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,34% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
Monumantoù ha traoù heverk Aozañ
- Kêr Alet, kêr-benn ar Goriosolited, he c'hreñlec'h, bunkerioù alaman ha dismantroù iliz-veur Sant-Pêr
- brudet eo an Tour Solidor
- monumant ar re varv[7]
- park ha maner La Briantais
Tud Aozañ
Tud bet ganet eno Aozañ
- Louis Duchesne, istorour ha beleg, d'an 13 a viz Gwengolo 1853.
- Édouard Nowé, d'an 10 a viz C'hwevrer 1888, soudard er 5et batailhon kerzhet troadeien skañv, fuzuilhet d'an 21 a viz Here 1915 gant al lu gall, e Tuniz, evit «muntr, ha klask muntrañ»[8].
- Pierre Le Gruiec, d'ar 1añ a viz Meurzh 1890, soudard er 120vet rujumant war-droad, lazhet divarn gant e uhelourien en Estrées-Deniécourt d'an 10 a viz Gwengolo 1916[9] e-kerzh ur «rebellerezh»[10].
- Suzy Solidor ("Suzanne Louise Marie Marion" hec'h anv gwir), kanerez vreizhat ha gall, 18 a viz Kerzu 1900.
- Angèle Vannier, barzhez vreizhat, 12 a viz Eost 1917.
Tud bet marvet eno Aozañ
- Félix Trochu, beleg diazezer ar gelaouenn bemdeziek L’Ouest-Éclair, 26 a viz Gwengolo 1950.
Tud all Aozañ
- Jeanne Jugan (1792-1879), santez, he deus bevet eno
Notennoù ha daveoù Aozañ
- ↑ Cassini - EHESS
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajennoù 11, 12 ha 19
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Le Télégramme
- ↑ [1]
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ [3]
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Le Télégramme
- ↑ [4]