Proviñs roman Belgica a zeu hec'h anv eus Gallia Belgica. Ul lodenn eus Galia e oa. E deroù prantad an impalaerien e vode tachennoù ar c'heodedoù a oa ezel eus ar c'hevredad belgat a-raok o faezhidigezh gant Julius Caesar, da lâret eo an dachenn zo etre ar Roen hag ar stêr Sequana (Ar Seine hiziv), anvet Belgium[1] gant Caesar. Da gentañ e oa bet staliet kêr-benn ar broviñs e Durocorter (Reims hiziv). Goude se, ne ouzer ket pegoulz met kent diwezh an impalaeriezh izelañ moarvat, e voe kaset ar gêr-benn da Treueorum.

Gallia belgica en impalaeriezh roman, war-dro 120


Da vare an impalaerAugustus e kaved e Belgica ar c'heodedoù galian-mañ :

  • Ciuitas Remorum, kêr-benn Durocorter (Reims)
  • Ciuitas Siluanectum, kêr-benn Augustomagus (Senlis)
  • Ciuitas Suessionum, kêr-benn Augusta Suessionum (Soissons)
  • Ciuitas Bellouacorum, kêr-benn Caesaromagus (Beauvais)
  • Ciuitas Ambianorum, kêr-benn Samarobriua (Amiens)
  • Ciuitas Viromanduorum, kêr-benn Augusta Viromanduorum (Saint-Quentin)
  • Ciuitas Atrebatium, kêr-benn Nemetacum (Arras)
  • Ciuitas Neruiorum, kêr-benn Bagacum (Bavay)
  • Ciuitas Leucorum, kêr-benn Tullum Leucorum (Toul)
  • Ciuitas Treuerorum, kêr-benn Augusta Treuerorum (Trier)
  • Ciuitas Mediomatricorum, kêr-benn Diuidorum (Metz)

Notennoù

kemmañ
  1. Teuler evezh nompas meskañ ar Belgium-se gant Belgia a-vremañ.