An Alpes Cottiæ a oa ur broviñs roman eus an Impalaeriezh, krouet gant Augustus war dachenn meuriad ar Segusini. E gêr-benn e oa Segusio (Susa hiziv). Ar vro etre ar Mont-Cenis ha Menez Viso a oa dindani. Cottius Marcus Julius, roue kelt-ha-ligurat ar vro, kevredet gant Roma, en doa digoret hent traoñienn Susa d'ar Romaned. Evit trugarekaat anezhañ eus e emzalc'h a-du gante e voe anvet da brefed gant Augustus hag e talc'has da ren en e rouantelezh. Roet en deus e anv d'ar broviñs. Graet e veze "Alpes Julix" anezhe a-raok.

Alpes Cottiae en Impalaeriezh roman, war-dro ar bloaz 120

Adalek ar bloaz 64 ez eo renet gant ur prokulator pe ur prefed eus urzh ar varc'hegerien.

E 297 e oa staget ar broviñs-se ouzh an Alpes Maritimae.