Ligured
Al Ligured a oa ur bobl diazezet e kornôg an Alpoù hag war ribl ar Mor Kreizdouar, er reter d'ar stêr Ron, el lec'h m'emañ bremañ rannvroioù Liguria ha Piemonte, en Italia hag e Provañs e Bro-C'hall. Roet o deus o anv d'ar rannvro italian Liguria. Komz a raent ur yezh ha n'ouzer ket kalz a dra diwar he fenn nemet e c'hallfe bezañ indezeuropek hag e vefe bet kar d'ar yezhoù indezeuropek komzet tro-dro, ar galianeg hag ar yezhoù italek.
En em gannañ a reas al Ligured e-pad pell a-enep ar Romaned, met a-benn ar fin e voent trec'het gant ar re-se hag hevelebekaet e voent outo, tamm-ha-tamm, en Eil kantved kent J.K..
Unan eus pennlec'hioù al Ligured e oa kêr Albingaunum pe Album Ingaunum (anvet Albenga bremañ).