Oadvezh an houarn
En arkeologiezh eo Oadvezh an houarn stad diorroadur forzh peseurt pobl ma veze implijet dreist-holl benvegoù hag armoù en houarn. Implij an danvez-se a glot gant cheñchamantoù arall e kevredigezhioù all en amzer dremenet, en o zouez doareoù disheñvel da labourat an douar, kredennoù relijiel ha gizioù arzel disheñvel, daoust ma ne veze ket gwir atav.
En istor eo Oadvezh an houarn eo an diwezhañ prantad pennañ e reizhiad an tri oadvezh a dalvez da rummata ar c'hevredigezhioù ragistorel. Dont a ra goude Oadvezh an arem. Kemmañ a ra deroù ha diwezh an oadvezh-se diouzh ar broioù pe ar rannvroioù.
Komz a reer ivez
- eus Kentañ Oadvezh an houarn, anvet ivez Sevenadurezh Hallstadt ;
- eus Eil Oadvezh an houarn, anvet ivez Sevenadurezh La Tène.
Deiziadoù
kemmañLakaat a reer Oadvezh an houarn da gregiñ en XIIvet kantved kent J.-K. er Reter-Nesañ kozh, Persia, Henindez (gant ar sevenadurioù sevenadurioù vedek), ha Henc'hres (gant an amzervezh teñval gresian). E broioù all eus Europa, e krogas kalz diwezhatoc'h. Komañs a reas Oadvezh an houarn en VIIIvet kantved kt JK e kreiz Europa hag er VIvet kantved kt JK e norzh Europa. Anadiñ a ra implij an houarn da deuziñ ha da c'hoveliañ benvegoù, e kornôg Afrika war-dro 1 200 kent J.-K., ar pezh a ra anezhi unan eus ar c'hentañ lec'hioù ma tiwanas Oadvezh an houarn[1],[2],[3].
Levrlennadur
kemmañ- John Collis, The European Iron Age, Routledge (1997), ISBN 978-0-415-15139-9.
Liammoù diavaez
kemmañ- Ul lec'hienn gouestlet da Oadvezh an houarn e Breizh-Veur war resourcesforhistory.com
Notennoù
kemmañ- ↑ Duncan E. Miller and N.J. Van Der Merwe, 'Early Metal Working in Sub Saharan Africa' Journal of African History 35 (1994) 1-36; Minze Stuiver and N.J. Van Der Merwe, 'Radiocarbon Chronology of the Iron Age in Sub-Saharan Africa' Current Anthropology 1968.
- ↑ "How Old is the Iron Age in Sub-Saharan Africa?", Roderick J. McIntosh, Archaeological Institute of America (1999)
- ↑ Iron in Sub-Saharan Africa, Stanley B. Alpern (2005)