Arkeologiezh
Arkeologiezh, eus arkhaiologia e henc'hresianeg, savet diwar arkhaios « hen » + logia « gouiañs, skiant ».
Iskevrennad eus | istor |
---|---|
Rann eus | history, heritage and archaeology |
Is the study of | lec'h arkeologel, archaeological record |
Deskrivet en URL | http://servicios.infoleg.gob.ar/infolegInternet/anexos/330000-334999/334568/disp4-3.pdf |
Istor | history of archaeology |
Pleustret gant | arkeologour |
Enebet ouzh | pseudoarchaeology |
Roll elfennoù | outline of archaeology |
Termenadur
kemmañAn arkeologiezh pe henoniezh a zo unan eus skiantoù an den. Klask a ra, dre ober studiennoù war an dachenn, dre studïañ danvez ha gant teknikoù skiantel, resisaat penaos e oa doare an dud gwezhall gozh, o liammoù gant o endro, an darempredoù kenetrezo, hag o c’hredennoù.
Gant an arkeologiezh e vez adaozet buhez hon hendadoù dre arverañ kement roudenn a zo chomet war o lerc'h (skridoù, rivinoù, relegeier, oustilhoù, livadurioù, podoù-pri, armoù, pezhioù moneiz, bizoù, gwiskamantoù...) a-benn kompren o modoù da vevañ. Dre-se e c'haller anavezout kalz gwelloc’h amzer dremenet ar sevenadurezhioù a-vremañ, hon broioù gwechall, hag e vez komprenet perak emañ ar bed evel m’emañ, ar perag eus an darempredoù etre ar broioù bremañ, betek kinnig martezeadennoù a-fed an amzer da zont, pe diwall da gaout diaesterioù en dazont. Rak da-lavaras un den : « ur sevenadurezh hep tremened a zo ur sevenadurezh hep dazont ».
Evezhiadennig
kemmañE brezhoneg e kaver a-wechoù ar stumm hendraoùouriezh diwar hen (kozh) + tra -où + -ouriezh (ar ouiziegezh pe ar studi). Implijet eo bet gant Frañsez Vallée ha Meven Mordiern en o levrioù war istor ar Gelted kozh pe istor ar bed.