Frañsez Vallée

Frañsez Vallee.jpg
Frañsez Vallée
Anv Frañsez Vallee.jpg
Ganet 26 a viz Gwengolo 1860
Plounevez-Moedeg
Marvet 3 a viz Even 1949
Roazhon
Micher yezhadurour, geriadurour, barzh ha kelaouenner
Ensavadurioù Breuriez-Veur ar Brezoneg, Goursez Breiz, Unvaniezh Yaouankiz Arvor
Diplomet Aotreegezh war ar brederouriezh
Brudet evit E obererezh evit diorren ar brezhoneg hag unvaniñ e skritur
Enorioù Drouiz (Goursez Breizh)
Lesanvet Tad ar brezhoneg ha Tad ar Yezh

François Vallée (Plounevez-Moedeg, 26 a viz Gwengolo 1860Roazhon, 3 a viz Even 1949), Adolphe François Marie Vallée e marilh ar boblañs, Frañsez Vallée hervez e anv-pluenn brezhonek, Abherve hervez e anv drouiz ha Trefedig ivez diwar anv e vamm, a voe ur yezhadurour, ur geriadurour, ur barzh hag ur kelaouenner brezhonek.
Un den a studi anezhañ e kemeras perzh e luskadoù rannvroelour e amzer, Kevredigez Broadel Breiz hag Unvaniez Arvor. Unan eus an tri drouiz kentañ a lañsas an nevezdrouizelezh e Breizh e voe.

Graet e veze Tad ar Brezhoneg pe Tad ar Yezh anezhañ gant doujañs ouzh al labour ramzel en deus graet evit sevel levrioù skiantel da studiañ ar yezh hag evit unvaniñ he skritur, ha Tata Vallée diwar fent (tata = tad, e yezh ar vugale). Ne seblant ket en devije bet ur vuhez sokial er-maez eus ar brezhoneg, e studioù hag uhelvennadoù ar varzhed ; dizimez ha divugel e chomas.

BuhezAozañ

Ganet e voe e Lokmaria, ur gêriadenn eus Plounevez-Moedeg e kanton Benac'h, ma oa e dad Victor Adolphe Vallée e penn ur vilin-baper. E vamm, Laure Rose Marie Trévédy, a oa merc'h da noter Kastellaodren, met he zud a oa eus ar Gemene. Unnek bugel o deus bet tud François Vallée da vagañ.
Brezhoneg a ouie mat e dad hag e dud-kozh, ha brezhoneg a gomze ivez labourerien ar vilin-baper deuet eus Montroulez gant an tad. Met, diwar e envorennoù[1] e komprener ne voe ket desavet e brezhoneg, pa ne ouie ket ar yezh ar vamm hag an div vatezh a rejont war-dro ar bihannig.

Pa voe seizh pe eizh vloaz, e tiskoachas F. Vallée ur skouerenn eus Barzaz Breiz hag e teskas ar c'hanaouennoù a zo ennañ dre 'n eñvor[2].
Abalamour d'e yec'hed fall-difall ne voe ket kaset d'ar skol, met kelennet e veze pa oa 14 ha 15 vloaz gant ur beleg, Yves-Marie Durand (1849-1921), a skrivas e-barzh Kroaz ar Vretoned da c'houde.
Goude-se ez eas da Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg ma voe kelennet ha levezonet gant Emil Ernod[3]. Latin ha henc'hresianeg a zeskas gant aked bras, koulz ha saozneg hag alamaneg. Dale a oa warnañ pa dapas ar vachelouriezh e 1884, pa oa 24 bloaz, dre ma veze klañv-diglañv dalc'hmat. Mont a reas da Skol-Veur Roazhon da studiañ ar brederouriezh a-benn 1885. Eno e heulias kentelioù soniadurezh keltiek Joseph Loth, kelenner war ar yezhoù keltiek hag e teskas ar c'hembraeg gantañ.
Klask a reas mont da gelenner hag e roas un nebeud kentelioù prederouriezh e Skolaj Sant-Visant Roazhon, met ur barrad terzhienn-empenn a viras outañ da labourat[4] hag e tistroas da di e dud a oa pinvidik a-walc'h evit reiñ bod dezhañ. Foetañ korn-bro Benac'h a reas ha dastum lavarennoù brezhonek ha geriaouegoù, ha bet eo bet an den kentañ oc'h enrollañ kanaouennoù brezhonek war ur sonskriverez-dre-rolloù : enrollañ a reas mouezh Marc'harid Fulup, unan eus kanerezed Fañch an Uhel). Diouzh e enrolladennoù e tennas Maurice Duhamel e levr kanaouennoù brezhonek, gant tonioù ne veze ket dstumet c'hoazh . E kreiz-kêr Sant-Brieg ez eas da chom (straed Sant-Benead) e 1890, ma vanas betek 1946. Klask a reas ober sportoù a glotje gant e yec'hed ha a c'helle pleustriñ en e liorzh pe en-dro da di Meven Mordiern. Ul levrig brezhonek a savas war bep ar sportou-se e 1947 ha 1948[5]. Pa oas yaouank e kemeras perzh e kentañ redadegoù kezeg-houarn (gant ur Bi bras) er c'horn-bro gant e vreudeur hag e gendirvi (L. Raoul).
E 1896 e voe fiziet ennañ kentelioù brezhonek da reiñ da nep lisead a gare e Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg. Frañsez Jaffrennoù[6] a voe e wellañ diskibl hag a gemeras kentelioù kembraeg digantañ ouzhpenn.
E 1898 e voe F. Vallée e-touez diazezerien Kevredigez Broadel Breiz hag e stourmas evit kaout ur gevrenn gouestlet d'al lennegezh vrezhonek enni. Bloaz war-lerc'h ez eas da Gerdiz pa oa bet kouviet gant Gorsedd Kembre ha degemeret gant un ugentad Brezhoned all da varzh a enor gant an anv barzh "Abherve". Ur bloavezh pelloc'h e voe anvet da zrouiz breizhat asambles gant Yann ar Fusteg hag Erwan Vertou pa voe krouet Goursez Vreizh e Gwengamp.
Dre forzh studiañ e-unan ha kenskrivañ gant ar c'houiezien hag ar pennadurezhioù e teuas da vezañ an den fur ha lenneg a veze gwelet mat gant ar re a rae war-dro adsavidigezh ar yezh hag an danvezioù sevenadurel e Breizh. Dre ma oa nes d'ar veleien a soutene ar brezhoneg e kavas harpoù kostez an Iliz katolik[7]. Krouiñ a reas al levrioù kentañ evit deskiñ brezhoneg a zo bet aes da gaout.
Pa chomas dizimez hag asambles gant e vamm e kreiz-kêr Sant-Brieg e skignas skeudenn an den engouestlet evit degas sklêrijennoù war tonkad ar Vrezhoned, hêred d'ar Gelted, hendadoù kozh addizoloet, ur seurt manac'h pe drouiz a-vremañ[8]. Kavet en deus F. Favereau e oa bet goulennet digant "ar gouizieg war ar yezhoù (le savant linguiste)" sevel ur geriadurig enklozet en ul levr diwar-benn douaroniezh an departamant da vezañ skignet er skolioù publik.
Ur c'hemm bras a zeuas en e vuhez, pa varvas e vamm e 1922 hag e teuas, un nebeud mizioù a-raok, Meven Mordiern (René Le Roux) da chom e-kichen Porzhig, un nebeud kilometradoù en norzh da Sant-Brieg. Kavet en doa ur seurt breur manac'h, paotr-kozh ha klasker ar "brezhoneg glan" eveltañ. E 1911 o doa boulc'het ar c'henlabour hag a echuas pa voe tizhet F. Vallée gant ar gozhni. Prantad e vuhez kent a oa bet hini ar gelaouenn brezhonek sizhuniek e oa atebek dirak eskob Sant-Brieg, "Kroaz ar Vretoned", he zitl, etre 1906 ha 1920. E oberenn veur all a oa hini sevel ur geriadur bras galleg-brezhoneg embannet e 1932.
E 1920 e voe rediet gant an eskob dilezel e garg rener Kroaz ar Vretoned evit abegoù politikel. Staget gant ar c'hlask war ar gerioù nevez a vanke d'ar brezhoneg e oa ar c'henlabour gant Meven Mordiern hag Emil Ernod. Hennezh a zegase testennoù gallek maget gant e anaoudegezhioù war an Hengelted ha F. Vallée a droe anezho dindan sklerijennoù hemañ diwezhañ war ar yezhoù keltiek. Daou seurt a oberennoù e embannont, levrennoù skiantel ha ur romant e meur a lodenn diwar-benn Hengelted faltaziet. Ul labour war hir termen a rene p'en doa skrivet miliadoù a fichennoù diboullet eus e droiadoù er maezioù hag eus lennadennoù puilh. Ur pikol geriadur galleg-brezhoneg e embannas e 1932 a vo ur sichenn ledan evit al Lizhiri hag ar Skiantoù brezhonek. Skrivañ a reas daou heuliad eñvorennoù embannet e 1941.

E 1937 e oa aet F. Vallée da beuzdall, setu ez eas kuit da Glañvdi leanezed e Sant-Laorañs, e-barzh Roazhon, e-lech ma oa unan eus e nizezed. Eno e kendalc'has gant e labour studi tamm pe damm, met e stad a yeas war wanaat hag e varvas pa voe nes da nav bloaz ha pevar-ugent.

Obererezh war dachenn ar brezhonegAozañ

Ar yezh da vezañ kelennetAozañ

Ober a reas obererezhioù liesseurt evit ma vo kelennet ar brezhoneg, hag eñ an hini kentañ a voe kefridiet d'ober kentelioù brezhonek en ul lise, a-drugarez d'ur goulenn graet gant ur Comité de préservation de la langue bretonne en doa kinniget F. Vallée d'an “Association bretonne” sevel[9]. Goude bezañ goulennet e ali d'an eskob e voe digoret ar c'hentelioù gant 9 skolajiad, met e voe ar c'hentelioù daouhanteret da c'houde. Bet e oa bet Fransez Jaffrennou an diskibl a vroudas ar re all evit goulenn hag e teuas da vezañ e wellañ studier ken e teskas ar c'hembraek gantañ hag e troas Hen Wlad fy Nhadau gant e harp emichañs. Kenlabourat a reas an daou varzh, drouiz ha danvez drouiz, a-hed un hanter-kant bloaz, evit diorren ar brezhoneg hag e lakjont da embann "Gwerzioù gant Abherve ha Taldir", un teskad barzhoniezh kembraek ha brezhonek, e 1899.
Diouzh-se e komprenas e oa ezhomm sevel levrioù da vezañ implijet gant an deraouidi : ur yezhadur, "Leçons élémentaires de grammaire bretonne" (1902) hag ur dornlevr kelennadurezh, "La langue bretonne en 40 leçons" (1909)[10]. Kompren a reas ivez pegen start e veze kendelc'her gant ar yezh ma ne veze ket krouet ar gerioù rekis pa oa kement a draezoù nevez oc'h erruout e buhez pemdez ar Vrezhoned. Pa 'z eas da Gembre e 1898 e welas al luskad yezhel ha sevenadurel kembraek o kreskiñ hag kadarnaet e voe e dech evit ar yezh keniterv ken e savas un dornlevr evit deskiñ kembraeg dre ar brezhoneg.

Ar yezh da vezañ reizhet ha kresketAozañ

Abaoe ma oa bet kroget gant Yann-Frañsez ar Gonideg al lusk davet ar c'hlanyezhouriezh e oa un tech bras evit chom hep sevel gerioù nevez diwar ar galleg da gentañ holl, al latin pe an henc'hresianeg, ha F. Vallée a zegasas dour d'ar vilin dre silañ kalz a c'herioù kembraek brezhonekaet en e c'heriadurioù ha geriaouegoù. E 1907 e krouas "Emgleo ar skrivagnerien" dindan paeroniezh "Breuriez-Veur ar Brezoneg" a glaske kaout ur oll henñvel ouzh hini an Académie française, hag eñ sekretour anezhi, evit adreizhañ hag unvaniñ reizhskrivadur ar brezhoneg en darn vuiañ eus ar rannyezhoù. Kinnigoù graet gant Emil Ernod ha gantañ a voe degemeret hag an doare-skrivañ KLT a voe graet anezhañ, diwar Kerne, Leon ha Treger. Testenn "Emgleo ar skrivagnerien Leon, Treger ha Kerne" a embannas F. Vallée e lost kentañ embannadur "Langue bretonne en 40 leçons" (1908) hag e voe erbedet gant "Breuriez-Veur ar Brezhoneg" (Académie bretonne). Krouiñ a reas an bodad-se e stumm un akademiezh ha n'anavezer ket mat piv a oa ezel anezhi. Krouiñ ur “yez lennegel unvan” a oa bet lakaet da bal gantañ e 1911 (Favereau). Koulskoude ne fellas ket dezhañ reiñ re a blas da reizhskkrivadur ar gwenedeg, hervez goulenn Loeiz Herrieu. A-du e oa evit silañ kemmoù bihan nemetken.
Evit ledanaat tachennoù ar yezh e talc'has da sevel gant sikour Meven Mordiern hag Emil Ernod, un geriadur bras ar brezhoneg, galleg-brezhoneg, evit reiñ ur ostilh efedus d'ar re a felle dezho implij ur brezhoneg arnevez. Ma 'z eus bet rebechet da gerioù zo bezañ goveliet (pe forchet) e reas berzh an oberenn veur-se embannet e 1931. Ur stagadenn, titlet "Supplément au grand dictionnaire français-breton", a zeuas er-maez e 1948, met e oa bet savet gant Aogust Bocher ha Gwilherm Berthou-Kerverzhiou. Embannet eo bet gant "Skridoù Breizh" a oa bet ti-embann Strollad Broadel Breizh. Diouzh al labour-se e teuas brud F. Vallée, ken e voe graet Tad ar brezhoneg gant an holl.

Ar yezh da vezañ sturietAozañ

Gant Emil Ernod e tiazezas ar pezh a zo anvet ar sturyezhouriezh, da lavaret eo mont pelloc'h eget ar yezhoniour a glask deskrivañ ar yezh, dre sevel reoladoù etrerannyezhel evit unaniñ an eztaoladur, lakaat ar yezh da vezañ gwevnoc'h hag aesoc'h da azazaat d'an amzer a-vremañ. Disklêriañ a reas mat e oa ur gouizieg, ur spered a reizhadur gantañ, e raklavar Vocabulaire français-breton ar Gonideg a adembannas hag a greskaas e 1919.
E 1911 e kejas ouzh Meven Mordiern, un den a studi hag ul leveour eveltañ ha ne oa ket brezhoneger a-vihanik, hogen techet da reolata ar brezhoneg dre ma studie pizh e istor hag e furmoù.
Sevel a reas an daou anezho hg e oa harpet gant Emil Ernod, Notennoù diwar-benn ar Gelted koz, 12 levrig embannet etre 1911 ha 1923. Embannet e voe tri levr all, doare ur romant, Sketla Segobrani e ditl (1923) a gont buhez ur familh kelt en amzerioù kozh. Evel anv-oberour e voe lakaet X3 war ar bajenn-ditl hag evit kelo e voe tri den o labourat evit ar sevel. Pal al levrioùigoù-se a oa diskouez e oa posubl sevel oberennoù skiantel ha "levrioù leda deskamant" evel ma skrivent ("levrioù ledañ skiant" a skrivfed hiziv).
Ur seurt trikon gant tri den gouiziek war ar yezhoù keltiek a yeas war wel e Sant-Brieg ma oa F. Vallée o chom eno, ha ma teue Emil Ernod di, pa oa eñ ginidik eus ar gêr-se hag e teuas da chom tost-tre. M. Mordiern, hag e oa yaouankoc'h,a zeue da di F. Vallée teir gwezh ar sizhun (dilun goude an oferenn, dimerc'her ha digwener) evit abadennoù studi. Kontant e voe F. Vallée ha M. Mordiern pa weljont al luskad lennegel Gwalarn o tont, rak, e 1941 e skrive F. Vallée diwar-benn ar Breur Konstansius[11] : "M'hen dije bevet, e vije bet unan eus ar re genta o heulia skouer vat Gwalarn"[12].

Ur yezh da vezañ implijet gant feizerien an Iliz katolikAozañ

Klask a reas sevel liammoù gant ar veleien engouestlet evit diorren ar yezh, ha kenskrivañ a reas gant Kenvreuriez ar Brezoneg staliet e kloerdi bras Kemper. Ur mignon bras da Yann-Vari Perrot e teuas da vezañ. Pa oa ur c'hatolig kreder anezhañ e taremprede eskibien Sant-Brieg hag tud bennañ an ilz katolik lec'hel.
Kinnig a reas da rener ar pemdezieg "La Croix", ur bajenn hollvrezhonek, 'Kroaz ar Vretoned he zitl[13]. F. Vallée en deus disklaeriet penaos e teuas d'an obererezh-se : {Quote} E miz Genver 1898 e voe savet Kroaz ar Vretoned. Da gentañ ne oa anezi nemet ar stagadenn da La Croix des Côtes-du-Nord. Ar gelaouenn-mañ a roe bep sizun d'e lennerien ur baperenn moulet e Pariz ha displeget warni buhez ur sant bennak. Goulenn a ris digant ar rener, a anavezen, rei din gwerz ur baperenn c'hallek[14] na zeree tamm ebet ouz ar vrezonegerien hag e rajen en e lec'h bep sizun ur bajennag vrezhonek. Ar stagadenn-se a vefe gwelloc'h ganto eget ar baperenn c'hallek.{/Quote} (Envorennou eur brezonegour, 1941)
Un toullad a genlabourerien a zeuas diouzhtu, beleien ha liked, ken e kreskas ar stagadenn unfollek da beder bajenn skignet e 9 000 skouerenn. Menegiñ a ra, e-touez ar re gentañ, ur den anvet Gwiader, Eujen Herri, beleg, barzh ha geriadurour (ha breur-kaer da Emil Ernod), Klaoda ar Prad (Pluenzir), ar C'horonal Bourgeois, Hyacinthe Kerniliz, labourer-douar e Pont-'n-Abad (ha nompas eus Kastellin evel a skriv FV), Yann-Loeiz Herri (Ar Gwenaner), maer Lennon, François Caurel (Evnig Arvor), Erwan-Mari Lec'hvien, Charlez Frañsez Gwennou (Talhouarn), Yann Vourdoulouz (Barz Mabig Jesuz), Erwan Mari Biel Durand, Gabriel Le Febvre (Gab Liskildri), Fañch ar Mae (Meliaf), Pêr Vari ar Beskont (Eur Mignon), Yann-Loeiz Lahaye (Yann Naden), Jozeb ar C'hamm (An Eün), Erwan ar Moal (Dir na Dor) a voe gant Aogust Bocher (Ar Yeodet) skoazell pennañ er renerezh ar gelaouenn, Laouig ar Moal (breur da Erwan), Jos Pêr Mari ar Bras (Dirlemm), Ujan Mari Gweltaz Koroller (Gweltaz), Ivon Krog (Eostik Kerinek), Loeiz ar Floc'h (Ar Stourmer), Yann ar Floc'h (Pintig), Jorj ar Rumeur (Mathaliz), Hollsent ar Garreg, Frañsez Gourvil, Konstantza ar Merer, Filomena Kadored (Koulmig Arvor), Loeiza Charran (a yeas da zimeziñ gant Klaoda ar Prad).
Goude abadennoù trenk gant an eskob e voe rediet F. Vallée dilezel ar renerez e 1916 ha kemeret ar stur gant Aogust Bocher hag Erwan ar Moal a voe kavet gwevnoc'h hag erfin e voe paouezet an embann e 1920.

Mennozhioù politikelAozañ

Darempredoù strizh en doe F. Vallée, ha bet lakaet da zrouiz e deiz kentañ, gant Skolaj ar Varzhed (ar Goursez) a brezegenne evit galloudoù lec'hel hep ma vo cheñchet enbezhiadezh Breizh e Bro-C'hall, met ne bledas ket ingal gant an aferioù politikel estreget ar yezhoù keltiek.
Pa yeas darn vras ar Varzhed e-maez ar KBB ez asantas F. Vallée bezañ ezel poellgor Unvaniez Arvor ha pa voe adsavet an aozadur e 1920 ez eas da gadoriad e-pad un nebeud mizioù, a-raok bezañ erlec'hiet gant Jean Choleau. E 1916 ez embannas ur pennad e Kroaz ar Vretoned evit aprouiñ darsav Pask an Iwerzhoned ken e voe trenket ar soubenn gant an eskob Morelle hag ne zeuas ket mui ar stagadenn er-maez e-pad mizioù. Pa teuas war wel remziad ar vroadelourien e tegemeras anezho, ha Mordiern ivez, evel "tud an dazont" hag e teujont da gentañ abadenn foran Unvaniez Yaouankiz Breiz e 1923 (an anv kentañ a oa bet : Groupe régionaliste breton) a zo bet dalc'het e Sant-Brieg e 1919. Diouzhtu e kinnigas pennadoù o tennañ d'ar yezh (Perziou mat ar brezoneg e 1921) hag e anzavas Olier Mordrel e voe, e-pad daou vloaz, Breiz Atao !, ur gelaouenn digor d' an den gouiziek[15].
Dre ar pennad, Dismantrou da adsevel, embannet e derou ar bloaz 1923 e komprener mat spered politikel Vallée ha ne oa ket aon gantañ pa kave gwell sevel liammoù gant "rannvroelourien yaouank". Ar re-se a boueze war ar brezhoneg evel arouez ar vammvro ha ne lavarent grik e-keñver ar stourmoù relijiel. En ur lenn ar frazenn diwezhañ e intenter ez eo mortuaj kuzh an eskob, met n'eo ket ur meuleudi. Ha pedomp ma teurvezo gant Doue pellaat diouzhimp gwalenn an eskobelezh divreizhat. (reizhskrivadur gant Hor Yezh). Marvet e oa Jules-François Morelle, eskob Sant-Brieg,d'an 6 a viz Genver 1923 hag hemañ n'en doa harpet implij ar brezhoneg en e eskopti morse. F. Vallée a gont m'eo bet disrannet ar brezhoneg etre Treger ha Leon, ha pa eo talet ouzh an dra gant "Breuriez-veur ar Brezhoneg", …, ar c'helaouennou, war al leoriou er yez unvan evel an Notennou diwar-benn ar Gelted koz, ha dreist-holl war an deskadurez. Kendalc'h a ra gant obererezhioù ar veleien hag al leanezed divrezhonek o deus gallekaet ar barreziz. Ar pezh a ginnig F. Vallée a zo : "kreski ha kreñvaat hor gwask broadel, maga a-walc' a garantez-vro evit mirout ouz Breiziz da vont, dindan daouarn estren, da lazerien hor mammvro end-eün.… a-enep d'ar C'hallaoued a sav fals-istorioù Breiz e sell a Vro-C'hall … savomp istorioù reizh, evel hini Danio, e sell a Vreîz ! Pelloc'h e kaver ar e weledur evit an dazont : "… hag en em astenne ua c'han dre ar Bobl a gerze,…, dre hent reiz he Feiz kristen hag he Gouenn geltiek". N'eus ket da vezañ souezhet pa weler e padas ar genskriverezh gant Roparz Hemon un tregontad bloavezh[16].

Levezon Abherve en emsav ar brezhonegAozañ

Diskouez a ra Fañch Morvannou e savas eneberezhioù a-berzh skrivagnerien a gave dezho e briente F. Vallée hag e ziskibl Mordiern ur yezh re "chimik" (termen implijet gant Tangi Malmanche) hag lamet he startijenn boblel. Loeiz Herrieu a gavas kalz a draou da rebech ivez[17]. Koulskoude e tenne kalz a geriou arnevez diouzh ar re glevet ha diouzh al lennegezh, ken plegus e oa arv rakgerioù hag al lostgerioù. Gant ar geriadur bras eo bet talet ouzh digresk ar vrezhonegerien lennek, an darn anezho o vezañ ar veleien. Merzañ a ra F. Morvannou e implije Pêr-Jakez Helias gerioù nevez ne helle ket kavout estreget oberenn Vallée. Ur meuleudi splann a voe graet gant Fransez Falc'hun : "F. Vallée en deus savet al leoriou gwella a zo, hag a vezo c'hoaz e-pad pell amzer, etre daouarn kement hini a fell dezañ deski ma ar brezoneg…"
Met, kreñvoc'h eo bet levezon an daou gouizieg war ar Walarnourien, Roparz Hemon e penn ar bagad. Hervez F. Favereau, "(e vage hemañ) doujañs hag azaouez ouzh ar paotr kozh, kaer eo gouzout". N'eus ket da izelaat pouez ar c'hrouiñ dornlevrioù ha geriadurioù fardet en un doare skiantel evit ar remziad hanter-desket e brezhoneg hag ar Vreizhuheliz a zeue d'ar bolitikerezh vreizhat.
An drouiz, ur spered hollgeltieg gantañ, a gomprenas ar skouer bras a roe an Iwerzhoned o gounit o emrenerezh e 1921 (an dizalc'hiezh evit gwir). Fallaenn ar brezhoneg iliz a gasas war hentoù politikel serzh hag ma chomas mut peurvuiañ, ur paeron kuzh e teuas da vezañ evit ar re a groue ul lusk lennegel dispac'hel, pa ne oa ket lennegel e spered tamm ebet. Roparz Hemon, ha Frañsez Kervella ivez, a zo bet hêred Vallée war an talbenn yezhoniel.

Oaled Abherve ha Kreizenn sevenadurel vreizhek AbherveAozañ

E 1962 e voe krouet gant ur bagad stourmerien vreizhek ur greizenn sevenadurel gouestlet da yezh ha sevenadur Breizh. An anv kentañ a voe Oaled Abherve, bloavezioù-pad hag eo bet chañchet da Greizenn sevenadurel vreizhek Abherve. Da-geñver hanter-kant deiz-ha-bloaz marv F. Vallée e embannas ar Greizenn (e 1999) ul levrig brezhoneg-galleg a samme buhez hag oberennoù o faeron evit "reiñ da anavezout an den a stourmas betek e varv evit ma vo diwallet ha savetaet yezh Breizh, hag ivez, reiñ d'ar re yaouank c'hoant kerzout war e roudoù."

Hentoù anvet diwarnañAozañ

Kavet e vez hentoù anvet diwar Frañsez Vallée e Brest, Lannuon, Plouzane, Kemper ha Roazhon.

EmbannadennoùAozañ

XIXvet kantvedAozañ

  • Krenn-lavariou Bro-Dreger dastumet gant an Aotrou Hingant, beleg, Sant-Brieg, Guyon : 1899.
  • Gwerziou gant Abherve ha Taldir (brezoneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver), er Coffadwriaeth am eu Taith yn Nghymru, Sant-Brieg, Guyon : 1899.

XXvet kantvedAozañ

Pennadoù
  • Lexique des sept premiers chapitres des Notennou, embannet e Kroaz ar Vretoned, 1914.
  • Dismantrou da adsevel. In : Breiz Atao, 5vet rann, n 1, 1923. Treusskrivet e-barzh Hor Yezh, n° 196, Kerzu 1993. P. 3.
  • Essai de Technologie bretonne, embannet e Buhez Vreiz, bloavezh kentañ ha bloavezhioù 1922, 1923, 1924.
  • Envorennou eur brezhonegour (1860-1931). In : Sterenn, n° 5, 1941.
Moulladurioù
  • Sketla Segobrani, Prud'homme, 1923, 1924, 1925.
  • Choix de Mots concernant l'anthropologie.
  • Lexique des Envorennou-beaj.
  • Istor ar Bed kenlab. Meven Mordiern, Brest, Gwalarn, 1929, 143 p.
  • Grand dictionnaire français-breton, 1931.
  • Ar gwaregata, Sant-Brieg, 1947.
  • Ar bazataerez breizek displeget e pemp kentel hag eun daolenn arvest, Sant-Brieg, Prud'homme, 1947.
  • Supplément au grand dictionnaire français-breton, Ar Baol, Skridoù Breizh, 1948. 178 p. Adembannet e 1980.

LevrlennadurAozañ

  • Iwan Wmffre, The Twentieth orthography war (Breton orthographies and dialects, levrenn 1), Bern ; Oxford : Peter Lang, 2007. Perzh F. Vallée e-barzh ar brezhoneg unvan (Emglev ar skrivagnerien) hag ar brezhoneg peurunvan.
  • Sébastien Carney, Breiz Atao ! Mordrel, Delaporte, Lainé, Fouéré… Presses universitaires de Bretagne, 2016. Darempredoù etre F. Vallée hag O. Mordrel, p. p. 67-68.
  • Lukian Raoul, François Vallée Abherve, sa ve, son œuvre = e vuhez, e oberennoù, Sant-Brieg, Kreizenn sevenadurel vreizhek Abherve = Centre culturel breton Abherve, 1999. 43 p.
  • Gérard Cornillet, Kroaz ar Vretoned, Hor Yezh, 1988. 270 p. Tezenn war mont en-dro ar gelaouenn.
  • Fañch Morvannou, Deux hommes tranquilles: François Vallée et Meven Mordiern. In : Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, L. 3, Genève-Pariz, Champion-Slatkine, 1987. Chabistr : La littérature de langue bretonne au XXe siècle, Ischabistr : Deux hommes tranquilles : François Vallée et Meven Mordiern. P. 196-205.
  • Francis Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : an Emzao kentañ (1900/1918), Montroulez, Skol Vreizh, 2002. P. p. 317-325
  • Hippolyte Corbes, La vie et l'oeuvre de François Vallée, grammairien et philologue breton, Société d'Émulation des Côtes-d'Armor, 1959
  • Abeozen, Istor Lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Al Liamm, 1957, 252 p.
  • Ernest ar Barzhig, François Vallée (Druide Ab-Hervé) - sa vie, son oeuvre, Cercle de Brocéliande, Roazhon, 1956

NotennoùAozañ

  1. Eñvorennoù eur brezonegour. In : Sterenn, N° 5, 1941.
  2. « D'al leor-se, evel meur a Vreizhad all, ez oun dleour ma karan Breiz hag he yez. » — Meneget gant F. Morvannou, Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, levrenn 3, p. 197.
  3. F. Favreau, Lennegezh ar brezhoneg, L. 1, p. 317.
  4. Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien, p. 406.
  5. Hervez Lukian Raoul : "Biskoazh ne voe Tad ar brezhoneg ur razh levraoueg, met aotreet omp da vezañ souezhet pa zispleger deomp ez eo bet an denig dister-se troet gant an embregerezh-korf ha sportoù e amzer".
  6. Hervez Lukian Raoul e kejas Jaffrennou gantañ dre hanterouriezh Olivier Vallée, ur breur yaouankoc'h a oa er memes klas.
  7. Yann-Vari Perrot a skrivas e oa F. Vallée "e wellañ mignon" (arroudennet gant F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg, L. 2, Skol Vreiz, p. 318.
  8. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg, L. 2, Skol Vreiz, p. 318.
  9. F. Favreau, Lennegezh ar brezhoneg, L. 1, p. 318.
  10. Graet e voe 8 adembannadur betek 1944 hag miliadoù a dud er bed o deus desket ar brezhoneg ganti.
  11. Jean-Marie Apprioual (1842-1906).
  12. Eñvorennoù beaj, heuliet gant Eñvorennoù ur brezhonegour, Mouladurioù Hor Yezh, 2007, p. 229.
  13. Merzet e oa bet gant an dud a Iliz nevez ket lennet kalz “La Croix”, ur gelaouenn embannet e Pariz gant an dud e chom e kornog ar "Côtes-du-Nord."
  14. War priz un nebeud santimoù evit pep skouerenn e veze fardet ar stagadenn e Sant-Brieg.
  15. E dalc'had Mordrel, miret er Kreizenn enklask war Breizh hag ar broioù keltiek, e kaver un destenn ar frazenn-mañ enni : "(Avant 1926, Breiz Atao !) était l'organe de Vallée".
  16. Hervez R. Hemon , hema~~a grogas gant ul lizher da F. Vallée wa-dro 1915. Sellit Favereau.
  17. Pennadoù e-barzh Dihunamb e 1936 ha 1937, meneget gant F. Favereau.


LiammoùAozañ