Kenvreuriez ar Brezoneg
Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon zo ur gevredigezh beleien a ginnig broudañ yezh ha sevenadur relijiel Breizh en eskopti Kemper ha Leon. E-touezh e labourioù pennañ ez eus troidigezh brezhoneg testennoù al liderezh etre 1965 ha 1979, hag un droidigezh nevez eus an Testamant Nevez etre 1982 ha 1988.
IstorAozañ
Kenvreuriez ar Brezoneg zo bet krouet e 1894 er Kloerdi bras Kemper, diwar anv "Académie bretonne" evit kinnig broudañ ha kelenn yezh hag istor Breizh gant kloareien[1].
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Tud brudetañAozañ
- Yann-Vari Perrot (1877-1943), rener ar Genvreuriez eus 1901 da 1903, diazezour ar Bleun-Brug e 1904, ha rener ar gelaouen Feiz ha Breiz eus 1911 da 1943 ;
- Laorañs Bleunven (1898-1980), rener ar c'helaouennoù Kroaz Breiz (1950-1951) ha Bleun-Brug (1951-1960), ha rener ar gelaouenn Lizeri Breuriez ar Feiz war ar misionoù (1965-1977) ;
- Aotrou 'n eskob Visant Fave (1902-1997), eskob skoazeller Kemper ha Leon, rener ar Genvreuriez eus 1965 da 1997 ;
- Frer Visant Seite (1908-1994), eus urzh Frered Ploermel, sekretour-meur ar Bleun-Brug eus 1951 da 1964, diazezour Ar Skol dre Lizer ;
- Chaloni Frañsez Falc'hun (1909-1991), yezhoniour, kelenner er Skol-Veur, e Roazhon da gentañ hag e Brest da c'houde, aluzenner-meur ar Bleun-Brug eus 1956 da 1959 ;
- Chaloni Yann-Frañsez Falc'hun pe Saïk Falhun (1913-1999), kelenner e Kloerdi Bras Kemper eus 1939 da 1955, rener Kroaz Breiz eus 1948 da 1950, person-kanton Gwitevede, da c'houde Lesneven, da c'houde person-arc'hbeleg Kastell-Paol ;
- Chaloni Fañch Elard (1910-1988), kenlabourer an Aotrou 'n eskob Visant Fave evit troidigezh e brezhoneg al « Leor-overenn » (1972), ar Pevar Aviel (1982), Diskuliadur Sant Yann ha lizhiri Sant Paol (1988) ;
- Chaloni Pêr-Yann Nedelec (1911-1971), diellour eskopti Kemper, prezidant « Kevredigezh henoniezh Penn-ar-Bed » eus 1965 da 1969 ;
- Frer Kaourintin Riou (1913-1995), eus urzh Frered Sant-Gabriel, kelenner ;
- Pêr Guichou (1915-2008), biblour ha troour ar Bibl e brezhoneg ;
- Job Seite (1919-1985), aluzenner ar Bleun-Brug Bro-Leon hag animatour abadennoù skingomz e brezhoneg er bloavezhioù 1960 ;
- Biel Cabon (1920-2000), kenlabourer an Aotrou 'n eskob Visant Fave evit troidigezh an Testamant Nevez e brezhoneg (1988) ;
- Tad Mark Simon (1924-2015), manac'h eus Urzh sant Benead en Abati Sant-Gwenole Landevenneg ;
- Roger Abjean (1925-2009), sonaozour, en deus roet ul lañs nevez d’ar c’han relijiel vrezhonek;
- Job an Irien (1937), aluzenner ar Bleun-Brug eus 1975 da 1982, rener Minihi Levenez.
EmbannadurioùAozañ
- Kloerdi Kemper. Kenvreuriez ar brezoneg d’he mignoned, eus 1926 da 1935 (n°1 à 15), deuet da vezañ Kenvreuriez ar brezoneg. Kloerdi Kemper e 1936 (n°16 à 18),
- Kaierou Kenvreuriez ar Brezoneg eskopti Kemper ha Leon : renerien : Pêr-Yann Nedelec, eus 1969 da 1971 (n°1 da 14), Jozef Seite eus 1971 da 1979 (n°15 à 50),
- Leor-overenn evid an aoter. Eskopti Kemper ha Leon, Kenvreuriez ar Brezoneg, 1970, 52 p. ment bras,
- An overenn war gan, 1983, 30 p. ment bras,
- Aviel Jezuz-Krist, embannet gant Ar Skol dre Lizer, 1982, (Skrid enlinenn)
- An Testamant Nevez - eil lodenn, Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988, (Skrid enlinenn)
- Leor an overenn hag ar zakramanchou, leor-oferenn klok evit ar sulioù hag ar gouelioù e brezhoneg, lakeet e brezhoneg gant Kenvreuriez ar Brezoneg ha Minihi Levenez[2], embannet gant Minihi Levenez, 1997, 1435 p., (ISBN 2-908230-08-9)