Job an Irien
Job an Irien (Joseph Irien er marilh) a oa ur beleg leonat, ur c'hantikour hag ur skrivagner brezhonek. Ganet e voe d'ar 15 a viz Here 1937, ha marvet d'an oad a 87 vloaz d'an 2 a viz C'hwevrer 2025 [1].
Bugaleaj ha yaouankiz
kemmañGanet e oa bet Job an Irien e Bodiliz d'ar 15 a viz Here 1937 [2] en un endro breizhek. Darempredet en doa skouted Bleimor en e yaouankiz. Beleget e voe d'an 29 a viz Mezheven 1962, oadet a 25 bloaz.
Oberennoù
kemmañSkrivañ a rae e-barzh Ya !, Le Progrès de Cornouaille ha Le Courrier du Léon. Embann a rae kronikennoù bep sizhun. Betek 1982 en doa skrivet kalz e kazetenn ar Bleun-Brug, aet da get e 1985.
Klevet e voe er skingomz RCF Rivages, bet krouet e 1982, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a rae pirc'hirinadennoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ e oa war dachenn ar sonerezh ivez : torkadoù kantikoù ha kanadennoù a-leizh a embannas en e oberennoù evit an holl (Ar Marh dall, War varh d'ar Mor), hag evit ar vugale (Klask a ran, Dremm an Aotrou). Testennoù kristen e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a voe embannet kalz gantañ ivez e ti-embann Minihi Levenez). Prezidant ar gevredigezh Minihi Levenez e oa.
Reiñ a rae Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù Diwan Penn-ar-Bed hag e lise Diwan.
Ober a rae gant ar skritur anvet skolveurieg.
Eus 1962 betek 1982 e kemeras perzh a-dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e Kaierou ar Bleun Brug, kanaouennoù (Dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale, Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg Hag e paro an heol gant M. Scouarnec ha René Abjean) ha kanadegoù (Ar Marh dall, War varh d’ar Mor gant R. Abjean ha Laz-kanañ Penn ar Bed).
Dre youl an eskob Barbu e voe krouet e 1984 ar greizenn Minihi-Levenez, ul lec'h-emgav evit ar vrezhonegerien [3]. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’he da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : Kantikoù evit ar vugale, Klask a ran ha Dremm an Aotrou, ar ganadeg Kan evid ar peoh, ha da c’houde War henchou ar bed gant Christian Desbordes hag adarre Laz-kanañ Penn-ar-Bed. Er bloaz 2000 e krouas Kalon ar Bed gant Ch. Desbordes ha R. Abjean en iliz-veur Kemper, ha war an dro e kendalc’he da skrivañ kantikoù.
Diouzh un tu all e roas lañs adalek 1990 d’un ti-embann divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e brezhoneg penn-da-benn) gant kenlabour Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, Fañch Morvannou, Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic ha tud all. Lakaat a reas ar gelaouenn Minihi-Levenez da zont er-maez en un doare reoliek, hag ingal e skrive er sizhunieg Le Courrier du Léon – Le Progrès de Cornouaille, ha nevesoc’h er gazetenn Ya!. Kement-se hep derc’hel kont eus an aozañ pic’hirinajoù er broioù kelt hag aluzoneri skolajoù ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.
Enorioù
kemmañE 2007 e voe deroet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.[4]
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù
kemmañ- ↑ Ar Gedour
- ↑ Ouest-France
- ↑ Ouest-France
- ↑ [https://www.skoluhelarvro.bzh/liste-hermines/job-an-irien/ Skol-Uhel ar Vro