Kalon ar Bed
Kalon ar Bed zo ur ganaouenn-veur skrivet gant Job an Irien (e 1999) evit ar « bloavezh santel 2000 » (jubile). Ar sonerezh a voe savet gant Christian Desbordes ha René Abjean. Kontañ a ra istor ar Gristeniezh e Breizh[1].
D'ar 26 a viz Kerzu 1999 e voe kanet evit ar wezh kentañ, hag enrollet en ur bladenn, en Iliz-veur Kemper, gant Laz-kanañ Penn ar Bed ha Laz-kanañ Mouez ar Mor[2]. Ar bladenn zo bet embannet gant RCF Penn-ar-Bed hag eskopti Kemper ha Leon ; bez e c'heller prenañ ar bladenn-se digant Ti embann Minihi Levenez.
Kanouennoù
kemmañSetu anvioù ar pezhioù kanet :
- A blec'h e teuom
- Kelou mad
- E Nazared
- Klevit ar c'helou
- Had nevez
- Yann Divoutou
- Ave Maria
- Tud a feiz
- Ar beleg foll
- Or bed
- Daou vil vloaz
Notennoù
kemmañ- ↑ « Kalon ar Bed (Le coeur du monde). Extraits de la "Cantate de l'an 2000" », Chronique de Landévennec, niv. 3, juillet 2000, p. 137-140 ; « Kalon ar Bed. Le coeur du monde », Minihi Levenez, niv. 63, Gouere-Eost 2000, p. 2-18.
- ↑ Laz-kanañ Mouez ar Mor.