Iliz-veur Kemper
Unan eus nav ilizoù-meur Breizh eo Iliz-veur Sant-Kaourintin, sez Eskopti Kemper ha Leon. Savet eo bet e Kemper (Kerne) war lec'hiad an iliz romanek dediet d'an Itron Varia (XIvet kantved). E-touez an ilizoù-meur gotek koshañ e Breizh eo gant hini Kastell-Paol hag hini Landreger.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Talbenn Iliz-veur Kemper gant delwenn ar roue Gradlon etre an div gorzenn |
Istor
kemmañDiwar intrudu an eskob Rainaud, kañseller Per Iañ, dug Breizh eo bet kaset al lañs evit he sevel e 1239. Mont a ra buan a-walc'h al labourioù, met daleoù a zo bet gant an diaesterioù degaset gant Brezel hêrezh dugelezh Breizh er XIVvet kantved hag ar c'hleñvedoù-red. Kensakret eo bet ar chantele e 1287, met echuet eo bet e 1300 hag eo bet bolzet e 1410 dindan ren Yann V a Vreizh.
Mentoù
kemmañ- Hirder (eus ar porched da c'houeled ar penn-chantele) : 92,45 m
- Hirder ar groazenn : 36 m
- Hirder an nev : 36 m
- Uhelder ar c'hreiz (nev ha chantele) : 20,20 m
- Ledander ar c'hreiz (nev ha chantele) : 8 m (nev), 9 m (chantele)
- Uhelder pep tour : 40 m
- Uhelder ar c'horzennoù : 35,40 m
- Ledander an dremm : 34 m
Liammoù diavaez
kemmañ- (br) Iliz-veur Sant-Kaourintin war lec'hienn an ti-kêr
- (fr) Eskopti Kemper. Kavet : 03 Eost 2020.