Bernard Tanguy

Confusion colour.svgArabat droukveskañ gant Bernez Tangi, barzh ha skrivagner.

Bernard Tanguy, ganet e Lanniskad e 1940 ha marvet e Brest d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2015, a oa un den karget a enklaskoù er CNRS, aotreet war al lizhiri, doktor trede kelc'h er skol-veur, hag enklasker kevelet gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK). Eilet en deus ar chaloni Falc'hun. Labouret en deus war lec'hanvadurezh Breizh ha war-dro istor relijiel ar grennamzer uhel e Breizh.

EmbannadurioùAozañ

  • Aux origines du nationalisme breton, 10-18, Pariz, 1977, 2 levrenn.
  • Les noms de lieux bretons. Toponymie descriptive. Roazhon, 1975
  • Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère (skeudennoù gant Ronan Olier), Douarnenez, Embannadurioù Chasse-Marée - ArMen, 1991
  • Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor (skeudennoù gant Ronan Olier), Douarnenez, Embannadurioù Chasse-marée - ArMen, 1992
  • Bretagne intérieure. L'Argoat, terre d'histoire et de légendes, Toloza, 1995

Liammoù diavaezAozañ