Lec'hanvadurezh Breizh

Anvioù-lec’h Breizh, pe ul lodenn vras anezho, zo anvioù brezhonek, dreist-holl e kornôg ar vro. Met roudoù a gaver ivez en hol lec’hanvadur eus yezhoù all. Anvioù zo a seblant bezañ koshoc’h eget ar brezhoneg, hemañ a seblant bezañ war al lec'h war-dro ar c'hantvedoù teñval (goude ar Vvet kantved GK : keltiek pe indezeuropek int, pe rak-indezeuropek zoken a-wechoù. Lod all n’int ket koshoc’h eget an anvioù brezhonek : gallek pe romanek int. Evel ma c’hoarvez en holl vroioù ez eus bet meur a levezon a-hed istor Breizh, ha meur a wiskad lec’hanvioù a gaver.

Dindanadoù evit darn an anvioù kemmañ

Anv ar stêr Ele, da skouer, a seblant bezañ rak-indezeuropek, evel ma vez goulakaet aliezik evit an anvioù-stêr en Europa. Anv enez Eusa a ziskouez bezañ galianek. Un toullad anvioù a oa bet lakaet d’ar mare galian-ha-roman : daoust ha galianek pe latin int, n’eo ket aes gouzout. Bezet pe vezet, n’int ket anvioù brezhonek. Hervez ar studioù deraouet gant Joseph Loth e kaver kalzik a anvioù evel-se e kreiz hag e reter Breizh hag int gant al lostger « -akos » (pe « -acum »), zo aet da « -ac » pe da « -é » e galleg ha da « -eg » alies e brezhoneg (Muzilheg, Neulieg…). Emañ ar stummoù gallek en « -é » er reter d’ul linenn a ya eus Menez Mikael ar Mor da c’henoù al Liger, hag an anvioù en « -ac » er c’hornôg d’al linenn-se. Al linenn-se a vije bet gwechall ar vevenn etre ar brezhoneg hag ar romaneg. Er reter dezhi e vije emdroet an anvioù hervez reolennoù boas ar romaneg, hag er c’hornôg e vije bet miret ar gensonenn K abalamour d’ar brezhoneg. Studiet eo bet kement-se gant Joseph Loth. Un nebeud anvioù-lec’h gallek rik zo e Breizh ivez ; lod zo bet brezhonekaet evel An Oriant (Lorient, e galleg, a zeu eus L’Orient, « ar reter  »).

E tri departamant (Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan) hag e lodenn gornôg an daou zepartamant all (Liger-Atlantel, Il-ha-Gwilen) e kaver anvioù-lec’h brezhonek eta, anvioù bet roet gant ar Vrezhoned pa oant deuet da Vreizh. Alies eo emdroet an anvioù-se a-hed ar c’hantvedoù, ha distummet pe gallekaet/gallaouekaet o stumm a-wechoù. Ken e c’hell bezañ daou anv disheñvel, pe daou stumm disheñvel, evit ar memes lec’h, e brezhoneg hag e galleg/gallaoueg.
Kavet en deus Bertrand Luçon ur 4 100 bennak a anvioù a orin brezhonek e Bro-Naoned.

Elfennoù zo a gaver stank el lec’hanvioù, evel Plou (Plo, Pleu, Plu), a dalvez kement ha « parrez » (Plouedern, Pleskob…), Tre a oa ul lec’h annezet da gentañ hag ul lodenn eus ur barrez da c’houde (Tregastell), Lan a dalveze « lec’h sakr » (Landerne, Lok, ur peniti (Lokmaria, Lez, lec’h annez un aotrou (Lesneven), kêr, ul lec’h kreñv da gentañ hag ul lec’h annezet da c’houde (Kergrist ha miliadoù a lec’hanvioù all e Breizh)... Adkavout a reer rakgerioù kevatal e lec’hanvadurezh Kembre pe Kerne-Veur alies : Lanndewynnek, Lyskerrys, Caernarfon, Treffynnon, Llandeilo...

Studioù war lec'hanvadurezh Breizh kemmañ

N'eo ket bet studiet a-zevri lec’hanvadurezh Breizh araok an XIXvet kantved pa oa roet lañs d'ar studioù keltiek e Bro-C'hall. Dre ma zo bet muioc'h a skolveuridi hag a emzeskidi war an dachenn ez eus bet dastumet rolloù ha diazoù-stlenn o enderc'hel muioc'h- muiañ a elfennoù.

Henri d'Arbois de Jubainville a zo bet anvet kelenner d'ar Skolaj Bro-C'hall hag entitled ar gador-kelenn war ar studioù keltiek e 1882. Studiet en deus al lec'hanvioù keltiek e Bro-C'hall[1]. E 1910, e warlec'hiad er Skolaj a oe Joseph Loth, hag eñ brezhoneger ha gouiziek war ar yezhoù keltiek all. Troet muioc'h war-zu Breizh e bledas gant lec'hanvadurezh ar vro, koulz hag e genvreur, Georges Dottin. Studiet en deus lostgerioù an anvioù-kumun evit diskouez pelec'h e oa bet kreñvoc'h levezon ar brezhoneg e kreiz Breizh Uhel. Tresañ a reas war ur gartenn al linenn Loth a droc'h Il-ha-Gwilun ha Liger-Atlanter eus Norzh d'ar Su.
Hervez testeni Théophile Jeusset en doa savet Yann Sohier ur gartenn dornskrivet gant lec'hanvioù Breizh brezhonekaet, met re dost ouzh ar furmoù ofisiel hag eus brezhoneg Leon diouzh e c'hrad. Meven Mordiern en doa bet tu da sklaeraat lec'hanvioù a orin galianek hag, evit e dudi moarvat, treiñ e brezhoneg lec'hanvioù e vro ginidik, Bro Wenngen (Villiers-du-Loit, tost ouzh Vendôme)[2] met e kave dezhañ e oa "risklus… studiadenn an anviou-lec'h" paneve graet gant ur yezhour[3].

Lec'hanvadurezh Breizh er gevredigezh kemmañ

Abaoe dibenn an XXvet kantved e weler muioc’h-mui stummoù brezhonek an anvioù-lec’h war ar panelloù-hentoù ivez. Alies e reer panelloù divyezhek eus ar panelloù-se ; e gwirionez ez eo daou stumm kar a gaver peurliesañ, an eil skrivet hervez reolennoù ar brezhoneg evel ma vez skrivet bremañ hag egile hervez doare ar c’hrennvrezhonek levezonet mui pe vui gant ar galleg (Kemper/Quimper, Gwengamp/Guingamp, Plogoneg/Plogonnec). Ral eo al lec’hioù e Breizh o deus daou anv disheñvel e brezhoneg hag e galleg ; hag ar re o deus, evel Gwened, Roazhon pe Naoned, a vez kenorin o anvioù gallek ha brezhonek peurvuiañ. E Breizh Uhel e weler nebeutoc'h a lec'hanvioù brezhonek hag un nebeud furmoù gallaouek.

Levrlennadur kemmañ

  • Théophile Jeusset, Anoiou-lec'hiou Breiz Uhel, SAV, n° 27-31, 1944.
  • Guillaume Béchard, Les noms de lieux en pays gallo, Presses Bretonnes, 1968
  • Frañsez Falc'hun, Les noms de lieux celtiques, Editions Armoricaines, 1966-1970, eil embannadur gant Bernard Tanguy, 1979- 1982
  • Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne, Payot, 1980
  • Jean-Yves Le Moing, Les noms de lieux de Haute-Bretagne, Coop Breizh, 1990
  • Ar Greizenn-enklask war an Anvioù-lec'h, Répertoire bilingue des noms de lieux [sic] de Bretagne, Skol Uhel ar Vro, 1993. 93 p.
  • Erwan Vallerie, Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez, An Here, 1995
  • Erwan Vallerie, L’art et la manière de prononcer ces sacrés noms de lieu de Bretagne, Le Chasse-Marée/ArMen, 1996
  • Hervé Abalain, Noms de lieux bretons, Gisserot, 2000
  • Jean-Marie Ploneis, La toponymie celtique, l’origine des noms de lieux en Bretagne, 2 levrenn, Editions du Félin, 2001
  • Albert Deshayes, Dictionnaire des noms de lieux bretons, Chasse-Marée, 2003
  • Divi Kervella, Petit guide des noms de lieux bretons, Coop Breizh, 2007
  • Jean-Yves Le Moing, Noms de lieux de Bretagne, Bonneton, 2007
  • Bertrand Luçon, Noms de lieux bretons du Pays Nantais, Yoran Embanner, 2017, 511 p. Tezenn.
  • Jeremi Kostiou, Allende hag an anvioù lec'h e Breizh, e-barzh Allende, an emgann diwezhañ, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2019, pp. 47-55.
  • Yann-Bêr Kemener, Guide des noms de lieux bretons, Skol Vreizh, 2022. ISBN978-2-36758-140-8

Liammoù diavaez kemmañ

  • KerOfis, bank roadennoù lec'hanvadurezh savet gant Ofis ar Brezhoneg

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. H. d'Arbois de Jubainville, Recherches sur l'origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France, avec la collaboration de Georges Dottin, Paris, 1890
  2. Meven Mordiern, Notennoù diwar benn eur pou eus ar broioù-krec'h : Pou Gwenngen… In : SAV, n° 27, 1943, p. p. 4-22.
  3. Skrivet da dThéophile Jeusset e 1930, s. o. SAV, n° 28, 1943, p. 76.