Muzilheg
kumun ar Mor-Bihan
Muzilheg | ||
---|---|---|
![]() | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Mezuliac | |
Anv gallek (ofisiel) | Muzillac | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Muzilheg (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56143 | |
Kod post | 56190 | |
Maer Amzer gefridi | Joseph Brohan 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Gwareg Su Breizh | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | www.muzillac.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 054 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 128 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 23 m bihanañ 0 m — brasañ 65 m | |
Gorread | 39,5 km² | |
kemmañ ![]() |
Muzilheg a zo ur gumun eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h Kanton Muzilheg eo.
ArdamezioùAozañ
"e gul, e leonparzh-leonek en erminig"
tiegezh Muzilheg; siell 1381 |
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Muzilheg, peder c'humun ennañ: Arzhal, Beler, Laozag ha Muzilheg; e Bann ar Roc'h-Bernez e oa; miret ha brasaet e voe kanton Muzilheg gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Muzilheg en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800[2],[3].
XXvet kantvedAozañ
- 121 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,66 % eus he foblañs e 1911[4].
- Fuzuilhet e voe ur milour bet ganet er gumun gant al lu gall] d'an 19 a viz Du 1914.
- D'an 28 a viz Even 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Muzilheg; lazhet e voe pevar nijour eus e baread, pevar nijour all a voe tapet gant an Alamaned, daou nijour all a zeuas a-benn da achap[5],[6].
- Mervel a reas 13 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
Brezelioù didrevadenniñ
- Mervel a reas ur gwaz e Brezel Indez-Sina[8].
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'ar 5 a viz Gouere 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
DeskadurezhAozañ
- E distro-skol 2021 e oa 68 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (15,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Monumant ar re varv.
- Monumant ar vilourion SUAat.
DouaroniezhAozañ
- War lez an Tohon emañ Muzilheg.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- Élie Lescop (3 a viz Kerzu 1882), bet fuzuilhet d'an 19 a viz Du 1914 gant al Lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ.
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 234
- ↑ Cassini - EHESS - Muzilheg - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar vilourion SUAat
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv