Gwilen

stêr e Breizh

Ar Gwilen[1] pe ar Gwilun, zo ur stêr hag a red dre Vreizh, a viz da vervent. E-kichen Juvigné, e departamant ar Mayenne, emañ he mammenn. Redek a ra a-hed 225 kilometr betek ar Meurvor Atlantel tost da Bennestin, ma ra an disparti etre Bro-Naoned ha Bro-Wened.

Gwilen

Ar Gwilen e Roazhon
Statud Stêr
Hirder 225 (218,1 e Breizh) km
Uhelder an eienenn 175 m
Kas keitat 71,70 m³/s
Gorread an diazad 10 500 km²
Bro(ioù) douret Bro-C'hall, Breizh
Diazad stêrioù
Gwilen
En em daol e Kamoel, Meurvor Atlantel
Ledander er genoù ?
Andon Juvigné
Adstêrioù Il, Mozon, Oud, Sec'h,
Sevnon, Kaer, Don


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwilen, Gwilun ha Gwinun a gaver. An daou gentañ zo e Geriadur Hemon-Huon[2], an trede a lenner e Geriadur Vallée, a skriv e teu an anvioù eus ar c'hentkeltieg[3]. Gwilum ha Gwinum a lenner ivez[4].

Ar stumm Gwilen a lenner digant Ofis Publik ar Brezhoneg hag en Atlas Breizh gant Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella[5].

Gwilen ivez a vez implijet er romant Hervelina Geraouell gant Fañch Elies Abeozen (1943)[6] , koulz ha gant Jakez Riou er pezh-c’hoari Dogan (1943)[7].

Meur a anv-lec'h zo deveret diouzhus ar stumm Gwilen, en o zouez Il-ha-Gwilen, Noal-ar-Gwilen, Santez-Anna-ar-Gwilen, Sant-Yann-ar-Gwilen, Kumuniezh-kumunioù bro Kreiz ar Gwilen hag ar Sevnon.

Adstêrioù

kemmañ
 
Dourva ar Gwilen
Ribl dehou Ribl kleiz

Kêrioù treuzet gant ar stêr

kemmañ

Pevar departamant ha teir bro

kemmañ

Goude ar Mayenne, e tremen dre 3 departamant e Breizh : Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel ha Mor-Bihan, ha teir bro hengounel : Bro-Roazhon, a-raok dispartiañ Bro-Gwened ha Bro-Naoned goude Redon.

Teir stankell

kemmañ

Teir stankell zo bet savet tost da Witreg : hini Valière (1978) a-c'haoliad war Gwitreg hag Ervoreg, hini Haute-Vilaine (1982) er Chapel-Ervoreg ha hini Villaumur (1995) e Kampal.

Ur ganol

kemmañ

Eus ar Gwilen e c'haller mont d'ar Renk war vag, abalamour d'ar ganol kleuzet etre ar Renk hag an Il, adstêr d'ar Gwilen. Treuziñ Breizh a Norzh da Su a c'haller eta adalek aber ar Renk betek hini ar Gwilen.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ker Ofis, Bank roadennoù lec’hanvadurel, Ofis Publik ar Brezhoneg.
  2. Embannadurioù 1978 ha 1997, p. 362 (ISBN 2-7368-0052-4).
  3. « Gwilen f. ; Gwinun, Gwilun (d’après le celt.) » Geriadur Vallée, p. 783 b. Hervez F. Vallée e vefe Gwilen eta an anv (roet da gentañ ha dispartiet diouzh ar re all gant ur pik-skej), hag ar Wilen ma'z eo gwregel, hag ar stummoù Gwinun ha Gwilun a vefe stummoù adsavet hervez ar c'heltieg kozh.
  4. Il ha Gwinum a veze implijet ingal e-barzh Al Liamm en XXvet kantved. Da skouer, e-barzh an niverenn 178 (Gwengolo - Here 1976) e c'haller lenn "[...] ; Penn ar Bed, 244 ; Il ha Gwinum, 98 ; Liger Atlantel, 71 ; [...]" er rann NOTENNOU (pajenn 371).
  5. Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Emb. Coop Breizh, 2011, pp. 37 passim (ISBN 978-2-84346-495-9)
  6. Adembannadur Mouladurioù Hor Yezh, 1988, p. 81.
  7. Dogan, Jakez Riou, 1943, pajenn 27, war Wikimammenn.