Ofis publik ar brezhoneg
Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) zo un diazezadur publik a genlabour sevenadurel (DPKS) bet krouet gant Rannvro Breizh, Rannvro Broioù-al-Liger, kuzulioù pemp departamant Breizh istorel hag ar Stad c'hall d'an 17 a viz Gwengolo 2010 da gemer lec'h ar gevredigezh Ofis ar Brezhoneg adalek miz Here 2010[1]. Er bloaz 1999 e oa bet krouet Ofis ar brezhoneg diwar youl Rannvro Breizh. Abaoe 2004 e oa bet embannet fraezh c'hoant ar Rannvro da gemmañ ar statud a-benn sevel er un DPKS.
OPAB | |
---|---|
Bro | Breizh |
Krouidigezh | 17 Gwengolo 2010 |
Framm | Diazezadur publik a genlabour sevenadurel |
Sez | Karaez-Plougêr |
Prezidant | Paul Molac |
Rener | Fulup Jakez |
Koskor | 27 gwazour·ez |
Kevelerien | 220 foran 700+ prevez |
Budjed | 1 385 000 € |
Internet | www.brezhoneg.bzh |
Brudañ ar yezh hag he skoazellañ d'en em zispakañ war holl dachennoù implij ur yezh zo e-touez kefridioù pennañ OPAB. Lakaat a ra an Ofis publik da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù publik a zo ezel eus an Diazezadur. Strivañ a ra da frammañ diorroadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek peurgetket. Perzh a gemer ivez, da vat, el labour pinvidikaat korpus ar yezh hag azasaat ar brezhoneg ouzh ezhommoù ar bed a-vremañ.
Aozadur
kemmañSetu amañ aozadur OPAB e dibenn ar bloaz 2021.
- Kuzul-merañ
- Prezidant : Paul Molac
- Izili : 4 dileuriad eus Rannvro Breizh ; 2 zileuriad en anv ar Stad c'hall (Prefeti ha Rektorelezh) ; 1 dileuriad eus Kuzul-rannvro Broioù al Liger ; pep a zileuriad evit departamantoù Breizh istorel ; 2 zen perzhek ; Prezidant ar C'huzul-aliañ ; 3 dileuriad eus an hentadoù divyezhek ; 2 gannad ar c'hoskor ; maer Karaez-Plougêr.
- Kuzul skiantel divizoù hag erbedadennoù
- Prezidant : Frañsez Favereau
- 10 ezel·ez
- Kuzul-aliañ
- Prezidant : Yannig Menguy
- 19 aozadur hag a labour war dachenn ar vugaligoù, ar c'helenn d'an oadourien, an deskadurezh, ar mediaoù, ar c'hoariva, an diduamantoù sokiosevenadurel, hag all.
- Pol Yezh
Labourat a ra ar pol Yezh war korpus ar brezhoneg.
- Servijoù : Treiñ-Aliañ • TermBret • Teknologiezhioù an niverel • Glad yezhel ha panellerezh.
- Pol Studi ha diorren
- Servijoù : Arsellva implij ar yezhoù • Ajañs Diorren an OPAB
Bodad Treiñ lennegel
kemmañ- Adalek ar 17/11/2022
- Kristian ar Braz, Olier ar Mogn (ezel nevez), Mich Beyer, Stefan Carpentier, Sarah Chedifer, Laetitia Fitamant, Erwan Hupel (ezel nevez), Gaedig Huellou (ezel nevez), Maguy Kerizit (ezel nevez), Annaig Kervella, Tangi Legavre (ezel nevez) ha Herve Seubil Kernaudour.
- Adalek an 8/11/2018
- Mich Beyer, Kristian ar Braz, Stefan Carpentier, Sarah Chedifer (ezel nevez), Laetitia Fitamant (ezel nevez), Gwenael Huon, Gwenvred Latimier, Annaig Kervella (ezel nevez) ha Herve Seubil Kernaudour.
- Adalek an 11/07/2012
- Mich Beyer, Kristian ar Braz, Stefan Carpentier, Katell Chantreau, Gwenael Huon, Kristof Nikolaz, Gwenvred Latimier, Maripol Gouret, Alan ar Rouz, Herve Seubil Kernaudour ha Yann-Varc'h Thorel.
Notennoù
kemmañ- ↑ 'Le Télégramme, 16/10/2010. Kavet : 12/11/2021.