Gwenvred Latimier-Kervella

skrivagnerez
(Adkaset eus Gwenvred Latimier)

Gwenvred Latimier, ganet e 1988 e Dijon, Bourgogn, zo ur skrivagnerez yaouank, savet ganti ur romant evit ar grennarded ha barzhonegoù. Merc’h eo da Annaig Kervella ha Herve Latimier.

Gwenvred Latimier


Studioù

kemmañ

Tapet he deus ur vachelouriezh lennegel e lise Diwan Karaez, goude bezañ bet e Skol Diwan Roazhon hag e Skolaj Diwan Bro-Dreger e Plijidi, Bro-Dreger. Goude se he deus tapet un DEUST (diplôme d'études universitaires scientifiques et techniques) war micherioù al levraouegoù hag an diellañ e skol-veur Roazhon 2. War ar memes tro he deus heuliet an daou vloavezh aotreegezh war arzoù an abadennoù hag ar sinema, ha bremañ eo bet tapet an aotregezh ganti. E 2008 e oa o prientiñ ivez an arnodennoù evit dont da vezañ skoazellerez bro doareet war ar glad hag al levraouegoù (« assistant territorial qualifié du patrimoine et des bibliothèques » (live B)) a-benn gallout kavout ul labour en ul levraoueg departamant pe kêr er bloavezhioù a-zeu. Un aotreegezh vicherel war vetoù al levraouegoù he deus ivez.

Skrivagnerez

kemmañ

Tremenet he deus G. Latimier he bugaleaj e-kreiz al levrioù. Abaoe ma 'z eo bihan eo sot gant al lenn hag ar skrivañ. C'hoant he devoa da vezañ skrivagnerez abaoe pell ‘oa. Ne oar ket re abaoe pegoulz ez eo kroget da skrivañ abalamour ma skriv abaoe ma'z eo bihan.

Dedennet-bras e oa gant ar skrivagnerez Evelyne Brisou-Pellen ha c'hoantaet he deus ober un tamm evel ar skrivagnerez-se. Plijout a ra dezhi skrivañ levrioù evit reoù yaouank. Plijout a ra dezhi kalz an traoù faltazius evel Harry Potter, met ivez traoù all bet skrivet gant Bret Easton Ellis pe Amélie Nothomb, da skouer. Nebeutoc'h a amzer he devez bremañ abalamour d'he studioù met klask a ra skrivañ bepred war dammoù follennoù.


Skrivet he deus bet barzhonegoù ivez war ar gelaouenn Al Liamm hag ur romant anvet "Hunvreoù", evit ar re yaouank (Keit Vimp Bev, 2004).

Barzhoneg

kemmañ

E-barzh Wikiarroud, ur barzhoneg bet skrivet ganti pa oa 10 vloaz.

Oberennoù

kemmañ
  • Danevell en dastumad Kae da welet..., skrivet gant skolajidi ha liseidi Diwan, Embannadurioù an Hemon, 2001.
  • Huñvreoù, Keit Vimp Bev, 2004. Romantig evit krennarded.
  • Kemeret perzh en dastumad lizhiri Karantez dispaket, An Alarc'h, 2007. Gant un anv-pluenn.
  • Kemeret perzh en dastumadig danevelloù Un', div, teir..., Keit Vimp Bev, 2009. Gant memes anv-pluenn.
  • Skridoù (barzhonegoù pe pennadoù) e-barzh Al Liamm.
  • Pennadoù reoliek e rann sinema Bremaik abaoe 2006
  • Pennadoù e-barzh Bremañ

Liammoù diavaez

kemmañ