Annaig Kervella (Anna Gwenola) zo bet implijadez ar c'hleweled publik e Breizh a-raok mont war he leve. Ezelez eo eus Kuzul sevenadurel Rannvro Breizh abaoe 2021, ha perzhiadez e kuzul-ren Al Liamm, asambles gant he fried, Herve Latimier.

Buhez kemmañ

Merc'h eo da Ivetig an Dred-Kervella ha da Frañsez Kervella, hag he zud, koulz hag he daou vreur, Erwan ha Divi, hag he c'hoar Riwanon ivez o deus kemeret perzh en Emsav sevenadurel. Dimezet eo gant Herve Latimier hag o zri bugel, Milio, Ninnog ha Gwenvred o deus dispennet roudoù o zud hag o zud-kozh.

Remzad micherel kemmañ

Labouret he deus evit Radio Frañs Bleu Breizh Izel ha Frañs 3 evit sevel ha produiñ abadennoù brezhonek. Kazetennerez, eilrenererez ha kenurzhierez e voe evit an abadennoù brezhonek Frañs Tri Roazhon, dindan Fañch Broudig ha Bernez Rouz.

Obererezhioù sevenadurel evit ar brezhoneg kemmañ

Savet he deus haikoù brezhonek ha kemeret perzh e kenstrivadegoù. Skridaozañ a ra notennoù evit ar gelaouenn Al Liamm. Eil prezidantez Ofis publik ar Brezhoneg e oa bet e 2005, pa voe chañchet e statud.

Levrlennadur kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ