Bernez Rouz
Bernez Rouz (Bernard Le Roux) a zo ganet e 1953 e Kemper (Penn-ar-Bed).
Studier war an istor hag ar brezhoneg eo bet e Kemper hag e Roazhon er bloavezhioù 70. Graet en deus d'ar mare-se war-dro Yod-Kerc'h ha kelaouenn Skol an Emsav
Bet eo Kelenner war an Istor-Douaroniezh hag ar brezhoneg e Montroulez (1980-1982). Kazetenner e Radio France e Kemper (France Bleu Breizh Izel) eo bet goude (1982-1990), ha da-heul eo bet pennskridaozer e France Bleu Picardie a-raok bezañ pennskridaozer e France 3 Iroise e Brest. E miz Genver 2008 en deus kemeret penn an abadennoù brezhonek war France 3 Bretagne ; aet war e leve en nevez-hañv 2014.
Deuet eo da vezañ Prezidant Ti ar Vro Kemper e miz Du 2014. Aozet en deus loc'hañ ar Redadeg e 2016 e Kemper o roiñ ul liv european d'an darvoud. Savet eo bet ur c'hendiviz bras etre dileuridi an holl vroioù o deus savet redadegoù evit arc'hantaouiñ an emsavioù evit ar yezhoù.
Dilennet eo bet prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh ar 7 a viz Genver 2017 ha dilennet adarre e miz Genver 2020
E labour a lak anezhañ da labourat war an Afer Sezneg. Ar c'hazetenner nemetañ eo en deus gellet lenn teuliad barnerezhel an afer. E 2005 ec'h embannas L’affaire Quéméneur-Seznec, enquête sur un mystère (éditions Apogée, Roazhon), ul levr hag a gav abeg er raksoñjoù war an afer. Dre ma 'z eo entanet gant an Istor lec'hel e embannas e 1998 Les Mémoires d’un Paysan Bas-Breton skrivet gant e genvroad Jean-Marie Déguignet. 23vet moulladur ar best seller se (400 000 skouerenn) a zo bet embannet gant an éditions Arkae, e miz Here 2022.
Levrioù
kemmañ- 1978 : Anvioù-lec’h an Erge-Vras, Emb. Hor Yezh, N°122.
- 1980 : Hengoun ar vosenn e Breizh-Izel, Hor Yezh, N° 166.
- 1987 : La chapelle de Kerdevot, Ed. Jos Le Doare, Châteaulin, 16 p. (ISBN 2-85543-068-2).
- 2005 : L’affaire Quéméneur-Seznec, Ed Apogée, Rennes, 224 p. (ISBN 2-84398-177-8).
- 2007 : Les noms de lieux d’Ergué-Gabéric, Arkae, Ergué-Gabéric, (ISBN 978-2-9520223-9-2).
- 2011 : Alain Dumoulin, un recteur breton dans la tourmente révolutionnaire, Arkae, Ergué-Gabéric, (ISBN 978-2-917877-06-7).
- 2020: Fañch, le prénom breton qui fait trembler la République, éd. Les Montagnes Noires, Gourin, 128p, (ISBN 979-10-97073-54-1)
- 2021 : Corto Maltese, Le guide de Bretagne, éd. Casterman, Bruxelles, 226p. (ISBN 978-2-203-22344-8)
- 2022: Trésor du breton écrit, éd. des Montagnes Noires, Gourin, 240p, (ISBN : 979-10-97073-83-1)
- 2023 : Sein, une île de résistances, éd. des Montagnes Noires, Gourin, 240p. (ISBN : 979-10-97073-96-1)
Pennadoù e Brezhoneg
kemmañ- 1974 : N’eus ket hanter a-walc’h a dud evit ar varzhoniezh a zo, in skrid. (danevell).
- 1974 : Al liamm hag e goumananterien, Skrid N° 4, 8p
- 1975 : Arnod war un danevell diverc’h ha divanne, pp 50-56 in skrid. (danevell).
- 1975 : Broad hag istor, Skol an Emsav, N°15, 4p.
- 1976 : Ar Gatared, in Skrid N° 5 p32-49. (studiadenn).
- 1978 : Prederi en erc’hegi, in drisk N°18, emb. Hor Yezh, 1978, pp 4-8 (danevell).
- 1980 : Laenneg brezhoneger, in Al Liamm N° 203 (Troidigezh Dr Rousseau).
- 1984 : Un devezh e buhez Ivon Stakanovig, in Al Liamm N° 222 (Danevell).
- 1985 : Sklerijenn war vareoù kentañ Breizh, in al liamm N° 232. (Studiadenn Istor)
- 2003 : Mareoù diwezhañ Corinthe, in Alain Robbe-Grillet cette année à Brest, Musée des Beaux-arts de Brest, 2003, p. 7.
- 2005 : Un eskemm kaoc’h-ki pe penaos kejañ gant Bob Marley himself !, in Brud Nevez
- 2011 : Kokolodig, in Loeiz Roparz, paotr ar Festoù Noz, emb. Emgleo Breiz, 2011, pp 63-66
- 2013 : Raklavar da levr Jean-Louis Rozeg « Trec’h ar garantez », emb. Arkae.
- 2013 : Embannadur divyezhek Trec’h ar Garantez, in « Ya »
- 2015 : Ur spered digor o vont war nij, Brud Nevez, (En eñvor Gwilhou Kergourlez).
- 2015 : An afer Seneg hag ar brezhoneg, in « Ya ». (studi Istor).
- 2016 : Rentañ-kont levr Breiz Atao gant Sebastien Carney, Al Liamm,N°418.
- 2016 : Martial Menard, ur galedenn a stourmer, in Al Liamm. N°419.
- 2017 : Rakger d’al levr 1,2,3, Kanañ a ri !, TES, Sant Brieg.
- 2018 : Lenn, stank ha stankenn : ur sell istorel, douaroniel ha yezhoniel, in Hor Yezh, N°293, meurzh 2018, p. (5-21).
- 2019 : Drezen-Riou-Kerrien: Hadenn ar yezh o kellidañ e Bro-Spagn, in Al Liamm, niv 437, kerzu 2019, p. (63-79)
- 2020 : Rakskrid embannadur danevelloù Youenn Drezen : « Pellgent Loc’h Laoual », Al Liamm, 2020
- 2022 : Jakez Kerrien etre feiz ha Breizh, in Al Liamm, N°454, miz Du-Kerzu.
- 2022 : Youenn Drezen da seizh avel an ideologezhioù, in "E koun Youenn Drezen" pp 227-311, Emb Al Lanv.