Yod-Kerc'h
- Evit ar meuz, gwelet Yod kerc'h.
Yod-Kerc'h zo anv ur gelaouennig vrezhonek a zo bet savet e 1972 gant studierien Skol-Veur Roazhon, hag a badas un nebeud bloavezhioù betek 1980 gant peder pe bemp niverenn ar bloaz.
E-touez ar genlabourerien gentañ e oa Lukian Kergoat, Ivon Gag, Mark Kerrain, Herve ar Beg, Erwan Kervella, hag un toullad re all, evel an tresour Nono.
Nebeut goude e teuas Tudual Huon, Yann-Vark ar C'hog, Bernez Rouz, ha reoù all c'hoazh... Pennadoù zo bet embannet deuet a-zindan pluennoù Youenn Gwernig ha Koulizh Kedez ivez, ha tresadennoù gant tud a bep seurt, evel Ifig Berrien.
E-leizh a anvioù-pluennoù a veze gant ar genlabourerien, darn anezho hervez doare psikedilek ar marevezh: Baobab al lanneier[1] da skouer, ha re all.
Roll niverennoù Yod-Kerc'h
kemmañNe veze meneget niverenn wir ebet war ar re gentañ. Un deskrivadur eus ar golo a roer amañ pa n'eus niverenn asur ebet.
- (1) • Div blac’h gant BZH-où (kinniget evel niv. 3, stagadenn da Laezh-Ribot 22)
- (2) • "Amazonenn Vreizh" (kinniget evel niv. 5, stagadenn da Ludik 69)
- (3) • "War Reizh ha Breizh", un dorn o telc’her Yod Kaoc’h (kinniget evel stagadenn da Ouest-Torch) - 1973 – Ment 23 x 32 cm.
- (4) • Ur spontailh treset gant Ifig
- (5) (marteze 6) • "Pompidou a lar deomp" - Ment A4 (21 x 29,7 cm)
- (6) (marteze 5) • "Ar galleg hag an tele a zo breur ha c'hoar e Breizh..." (a-c'houde tarzhadenn Roc'h-Tredudon, 14/02/1974).
- (7) #1-2 • "Job Kreac’hdu"
- (8) #3 • "Breizhad ! Va sikour a roan dit !"
- (9) #? • "Gouel ar Brezhoneg e Bro Leoun - An tourtad kentañ" (den en ur chopinad vier)
- (10) #5 • "Ac’hanta kenvroiz"
- (11) #6 • "Krouidigezh ar vaouez" – Ment A5 (14,5 x 21 cm) e-lec'h A4
- (12) #7 • "Corrida e Bro Spagn : 3 Euskarad hag ur matador"
- (13) #8 • "N’eus ket ezhomm a sindikad evid lazhañ"
- (14) #9 • "Deuet en-dro an nevez-hañv"
- (15) #10 • "E pep tourist ur flik"
- (16) #11 • "Yod-Kerch a lar ‘kaoc’h’"
- (17) #12 • Ur c’hamp
- (18) #13 • Gweadennoù Iwerzhon
- (19) #14 • Plac’h/gwezenn
- (20) #15 • "En em lazhet eo an Tad Nedelek en e brizon !!!"
- (21) #16 • "Ispisial eleksionoù - Breton pauv’ con !"
- (22) #17 • "Brigadennoù du" — Da heul peñse an Amoco Cádiz ha marv Aldo Moro.
- (23) #18 • Den/labous
- (24) #19 • Ar pab
- (25) #20 • "Ya da Vro-Leon ar Feiz"
- (26) #21 • "Intelligentsia"
- (27) #22 • "Zaou !! Hag un' all dilabour !"
- (28) #23 • Pakad “Gauloises”
- (29) #24 • "Chez nous, le journal bête et méchant, c'est YOD KERC'H"
- (30) #25-26 • "Deiziadur 1980" – Ment 22,5 x 31,5 cm
- (31) #27 • "Nukleer ma reor"
- (32) #28 • "Dihunamb !"
- (33) #29-30 • "Kure Brelevenez - Fañch an Uhel"
- (34) #31-32 • "Kargedoull ar Ribouler Masklet" - Ment 23 x 32 cm[2]
Stagadennoù
kemmañ- Kanfarded ebatus Kervreugeud -Ur saga pagan, stagadenn d'an niv. 8.
- Ment 21 x 29,7 cm – 36 pajenn – Disklêriet hervez lezenn eil trimiziad 1976.
- Barzhaz Yod-Kerc’h 1968-1975 - Eil trimiziad 1976
- Konchennoù
- Ment 14,5 x 21 cm – 48 pajenn – Disklêriet hervez lezenn "Eil dimiziad 1976".
Levrioùigoù
kemmañDiforc’h ebet evit gwir gant ar stagadennoù.
- Yann Kêl Kernalegen Skridoù
- Buhez Mikael an Nobletz, pezh-c'hoari gant Strollad ar Vro Bagan
- Soaz ar Yod-Kerc’h, pezh-c'hoari gant Strollad Karaez - 1979
- Round Pagan, dastumad kanaouennoù
- Ar mell lost-pluñv, bannoù-treset – Eil trimiziad 1978