Youenn Gwernig, bet ganet e Skaer d'ar 5 a viz Here 1925 ha marvet e Douarnenez d'ar Meurzh 29 a viz Eost 2006, a oa ur barzh, ur c'haner, hag ur skrivagner (brezhonek dreist-holl, met ivez saoznek ha gallek)[1] Eus e vicher e oa kizeller koad. Bevañ en deus graet er Stadoù-Unanet e-lec'h m'en deus graet anaoudegezh gant Jack Kerouac, ar barzh beatnik. Savet e oa bet gantañ Radio Tele Brezhoneg, ur gevredigezh evit difenn plas ar brezhoneg er skinwel, er bloavezhioù dek ha tri-ugent. E penn an abadennoù brezhonek eo bet ivez e FR3 Breizh er bloavezhioù pevar-ugent. E 1982 gounezet en deus Youenn Gwernig Priz "grand ouest" evit e levr kentañ : La grande tribu.

Youenn Gwernig e Plouvorn (Bro-Leon) e 1982.
Youenn Gwernig o seniñ

Gant Al Liamm dreist-holl eo bet embannet e skridoù brezhonek, ha gounezet eo bet Priz Langleiz 1996 gantañ evit hollad e varzhonegoù.

Bet eo bet kentañ prezidant Festival al levrioù e Breizh e 1990 e Karaez hag enoret gant un diskouezadeg e 2014[2].

Tro-dro da Youenn Gwernig Aozañ

"Youenn Gwernig a dalvez war eur skrivagner, o veza barz penn-kil-ha-troad. Skrivagner e heller dond da veza, evel ma teuer da veza prezegenner, a-bouez gouzoud ar vicher. Barz ez eur ken abred ha krouet, dre berz eun ijin guz ha ne zarempred ket ar zaliou-gwilioudi. Ha pa 'z eur ganet barz, ar blanedenn a ra deoh endalh d'en em zieubi diouz ar varzoniez evel m'en em zieub eur wezenn, ar barz ne c'hoari ket gand ar maerou-bloaz, anad eo. Ha setu perag Youenn Gwernig en em gav e stad a varzoniez vouilh euz devez kenta ar bloaz beteg hini Sant Jelvestr. N'eus netra zleet dezan evid kement-se, nemed eo kondaonet d'en em houzanv evel m'eo greet. Pebez digouez mad evidom !"[3]

Per-Jakez Helias

Pladennoù Aozañ

  • Distro ar Gelted, LP, 1974
  • E-kreiz an noz, LP, 1975
  • Private people
  • Emañ ar bed va iliz (CD, 1990)
  • Foeter Bro / Just a traveller / Compagnon de route (CD, 1993)

Levrioù Aozañ

  • An toull en nor (divyezhek brezhoneg-galleg), 1972
  • An diri dir (teiryezhek brezhoneg-galleg-saozneg), 1976
  • La grande tribu (romant, galleg), Grasset, 1982
  • Un dornad plu (divyezhek brezhoneg-saozneg), Al Liamm, 1997
  • Appelez-moi Ange (romant, galleg), Blanc Silex, 2002

A bep seurt Aozañ

  • E anv a zo bet roet da Greizenn Sevenadurel Skaer (Egorenn Youenn Gwernig) e 2007[4].
  • Un ti ar mediaoù a zo bet roet da anv Youenn Gwernig e Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h d'an 9 a viz C'hwevrer 2013[5],[6]
  • Un diskouezhadeg Youenn Gwernig a oa bet e-kerzh festival al levrioù e Breizh, e ti ar mediaoù e Karaez (Ur pennad hent gant Youenn) etre an 23 a viz Here hag ar 7 a viz Du 2014[2]

Liammoù diavaez Aozañ

Notennoù ha daveennoù Aozañ

  1. https://web.archive.org/web/20150318054917/http://www.pontdebuislesquimerch.fr/culture-loisirs/mediatheque/youenn-gwernig/.
  2. 2,0 ha2,1 http://www.festivaldulivre-carhaix.org/fr/exposition-consacree-a-youenn-gwernig/
  3. https://web.archive.org/web/20171001024205/http://gwernig.com/
  4. https://web.archive.org/web/20160315163312/http://www.ville-scaer.fr/index.php/component/content/article/235-culture/espace-youenn-gwernig/74-espace-youenn-gwernig
  5. http://www.pontdebuislesquimerch.fr/culture-loisirs/mediatheque/
  6. https://web.archive.org/web/20160304234406/http://biblio-finistere.cg29.fr/medias/medias.aspx?INSTANCE=exploitation&PORTAL_ID=erm_portal_inaugurationPONTDEBUIS.xml