5 Here
deiziad
(Adkaset eus 5 a viz Here)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 456 : aloubet eo Iberia gant ar Wizigoted, renet gant o roue Teodorig II, harpet gant un armead Burgonded ha Franked.
- 816 : kurunennet eo an impalaer Loeiz an Deol gant ar pab Stefan IV e Reims.
- 1550 : krouidigezh kêr Concepción e Chile.
- 1908 : Bulgaria a zeu da vezañ dizalc'h diouzh an Impalaeriezh otoman.
- 1910 : diskaret eo roue Portugal gant un dispac'h ha sevel a reer ur republik er vro-se.
- 1968 : kerzhadeg evit ar gwirioù keodedel e Hanternoz Iwerzhon, moustret garv e Doire.
- 1988 : trec'h eo an no en ur referendom da c'houzout ha fellout a ra da dud Chile e chomfe Augusto Pinochet e penn ar vro.
- 2020 : deroù Dispac'h Kirgizstan e 2020.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1520 : Alessandro Farnese, kardinal italian.
- 1640 : Markizez Montespan, pried kleiz Loeiz XIV.
- 1713 : Denis Diderot, skrivagner ha prederour gall.
- 1827 : Arthur Le Moyne de La Borderie, istorour Breizh ha diellour.
- 1864 : Louis Lumière, kimiour, ijiner ar sinema gall.
- 1887 : René Cassin, barner gall, tapet ar Priz Nobel evit ar Peoc'h gantañ.
- 1895 : Antonio Sacconi, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1899 : Georges Bidault, politiker gall, bet prezidant Kuzul ar vinistred.
- 1905 : Pêr Peron, skeudennour ha livour brestat.
- 1911 : Brian Ó Nualláin (Flann O'Brien ha Myles na gCopaleen e anvioù-pluenn), skrivagner iwerzhonat.
- 1917 : Magda Szabó, skrivagnerez hungarat.
- 1925 : Youenn Gwernig, barzh, kaner ha skrivagner brezhonek.
- 1936 : Václav Havel, skrivagner ha politiker tchek, prezidant kentañ ar Republik Tchek.
- 1939 : Marie Laforêt, aktourez (c'hoariva, skinwel ha sinema) ha kanerez c'hall.
- 1941 : Eduardo Duhalde, hanterkantvet prezidant republik Arc'hantina.
- 1951 : Bob Geldof, kaner iwerzhonat.
- 1975 : Kate Winslet, aktorez saoz.
Marvioù
kemmañ- 1056 : Herri III an Impalaeriezh Santel.
- 1214 : Alfonso VIII Kastilha, roue Kastilha.
- 1285 : Fulup III, roue Bro-C'hall.
- 1398 : Blanche Navarra, rouanez Bro-C'hall.
- 1805 : François Cacault, politikour gall, krouer domani ar Waremm-Lemot e Klison.
- 1805 : Charles Cornwallis, jeneral saoz.
- 1837 : Hortense de Beauharnais, rouanez Holland, mamm Napoleon III.
- 1871 : Aleksandr Afanasyev, dastumer kontadennoù rusianek.
- 1880 : Jacques Offenbach, sonaozer alaman.
- 1918 : Roland Garros, nijer gall lazhet er brezel.
- 1934 : Jean Vigo, filmaozer, produour ha saver senario gall.
- 1957 : José Leandro Andrade, melldroader etrebroadel uruguayat.
- 2010 : Bernard Clavel, skrivagner gall.
- 2011 : Steve Jobs, Stadunanad, saver Apple.
- 2012 : Claude Pinoteau, skriver senario ha filmaozer gall.
- 2015 : Henning Mankell, skrivagner svedat.
Lidoù
kemmañ- Iliz katolik roman:
- Sant an deiz : Sant Faizh;
- Sant Apoliner, abostol e bro Valença er su da Lyon (VIvet kantved);
- Maoris Duaod, abad kisterkiat Langoned (Kerne-Morbihan), diazezer abati Karnoed (1115-1191).