Pêr Peron (Pierre René Émile Péron e marilh kêr), ganet e Brest d'ar 5 a viz Here 1905 ha marvet er gêr-se ivez d'ar 27 a viz Meurzh 1988, a zo un arzour breizhat, anezhañ ul livour, tresour, skeudennour ha kizellour, ezel eus luskad ar Seizh Breur. Meur a levr a zo bet skeudennet gantañ, en o zouez reoù vrezhonek evel An ti Satanazet skrivet gant Jakez Riou.

Pêr Peron o c'hoari pezh e 1924

War meur a dachenn eo bet Pêr Peron o labourat : savet en deus skritelloù bruderezh, mignon bras eo bet da Reun Kreston, labouret en deus evit embregerezhioù evel Hermès ha Le Minor, tresadennoù en deus graet evit ar gazetenn Le Télégramme (bannoù-treset Dig a Dao, gant divizoù leun a vrezhonegadurioù)...

Levrlennadur kemmañ

  • Françoise Péron hag Yves-Marie Péron, P. Péron de A à Z, Coop Breizh, 2002.
  • Françoise Péron hag Yves-Marie Péron, Tous les Brest de Pierre Péron, Coop Breizh, 2014
  • Fañch Le Henaff, Katalog an diskouezadeg diwar-benn P. Peron, Mirdi an Arzoù-Kaer, Brest, 2015

Liammoù diavaez kemmañ