Hortense de Beauharnais
Hortense Eugénie Cécile de Beauharnais (1783-1837), lesanvet La Reine Hortense, a oa pried Luigi Buonaparte, roue Holland, ha mamm an impalaer gall Napoleon III. Rouanez Holland e voe eus 1806 betek 1810), ha dugez Saint-Leu (Saint-Leu-la-Forêt)(1814).

He buhez Aozañ
Ganet e oa d'an 10 a viz Ebrel 1783 e Pariz, ha marvet d'ar 5 a viz Here 1837 e kastell Arenenberg e kanton Thurgovie.
Pried ha bugale Aozañ
En 1802 e timezas gant Luigi Buenaparte (1783-1837).
Karantez etrezo ne oa ket, met plegañ da youl an impalaer a rankjont ober.
Dizemglev a voe buan etrezo, hi ne blije ket an Izelvroioù dezhi. Distreiñ a reas da Bariz. Tri bugel o devoe koulskoude, goude ma lavare e-unan ne oa ket sur da vezañ tad dezho:
- Napoléon Charles Bonaparte, ganet d'an 10 a viz Kerzu 1802, a oa da vezañ roue war-lerc'h e dad, nemet mervel a reas da 4 bloaz hanter.
- Napoléon-Louis Bonaparte, ganet d'an 11 a viz Here 1804. Pa varvas e vreur henañ e voe anvet da briñs roueel Holland. Lakaet e voe da roue evel Lodewijk II e-pad ur sizhun, entre dilez e dad hag aloubadeg an Izelvroioù gant armeoù Napoleon. Mervel a reas d'ar 17 a viz Meurzh 1831 en Italia.
- Charles Louis Napoleon Bonaparte (1808 – 1873). Ganet e oa en Pariz. Hennezh eo a voe prezidant ar Republik a-raok bout impalaer (1852 – 1870) gant an anv Napoleon III .