Ul lodenn eus an Izelvroioù eo Holland. Gwechall e oa ur gontelezh e-barzh an Impalaeriezh Santel Roman.

An div broviñs anvet Holland en Izelvroioù
Skoed konted Holland

E dibenn ar XVIvet kantved ez eas Holland d'ober Republik ar Seizh Izelvro Unanet (pe ar Proviñsoù-Unanet) (1581-1795) a-gevret gant proviñsoù all tro-war-dro. Da vare an Dispac'h gall e voe ur rann eus ar Republik batav da gentañ, a-raok bezañ, etre 1806 ha 1810, ul lodenn eus Rouantelezh Holland en em astenne war an holl Izelvroioù a zo bremañ, war-bouez un tamm eus Zeeland.

Dont a ra an anv eus Holtland, da lavaret eo hout-land (« bro ar c'hoad », evel Houtland er Westhoek). Roet e voe an anv-se d'ur rannvro goadek e-kichen Leiden.

Aliezik, e meur a yezh, e reer gant Holland evit ober anv eus hollad an Izelvroioù, dre fazi, rak n'eo nemet ul lodenn anezho (en hevelep doare e c'heller kavout ar ger hollandeg implijet e-lec'h nederlandeg).

E div broviñs eo rannet Holland bremañ : Noord-Holland (Holland an hanternoz) ha Zuid-Holland (Holland ar c'hreisteiz). Eno emañ kêrioù pobletañ an Izelvroioù : Amsterdam, Den Haag ha Rotterdam, ar porzh bras.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.