Noord-Holland
Noord-Holland (pe Holland an Hanternoz, pe Hanternoz Holland) zo unan eus proviñsoù an Izelvroioù, e gwalarn ar vro. Ul lodenn eo eus proviñs kozh Holland, a oa bet daouhanteret e 1840.
En-dro dezhi emañ Zuid-Holland er c'hreisteiz, proviñs Utrecht ha Flevoland er gevred. Er reter dezhi emañ lenn vras an IJsselmeer hag er c'hornôg Mor an Hanternoz.
Haarlem eo kêr-benn ar broviñs. Met Amsterdam, kêr-benn an Izelvroioù, eo ar gêr vrasañ.
Abaoe miz Genver 2016 ez eo rannet Noord-Holland e 48 kêr (nederlandeg : gemeente).
Kêrioù e rannvro West-Friesland:
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |