Hoorn (Noord-Holland)
Hoorn (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Stok ouzh an IJsselmeer, 35 km ac'haleno da Amsterdam war-du an norzh. Lakaet e vo da gêr e 1357. 53,26km² eo gorread Hoorn (douar : 20,32 km², dour : 32,62km²), ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 69 754 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Hoorn : Blokker, Hoorn, Zwaag, ha lodennoù eus Bangert hag eus De Hulk. Diwar anv Hoorn e teu hini Kab Horn (nederlandeg : Kaap Hoorn), bet tizhet gant Willem Schouten e 1616.
Istor
kemmañSavet e voe Hoorn e 716, ha buan e teuas da vezañ ur porzh a-bouez. E-pad kantved aour an Izelvroioù e oa unan eus diazezlec'hioù pouezus Vereenigde Oost-Indische Compagnie (VOC), hag ur gêr ma veze kalz kenwerzh. Eno e veze gwerzhet da skouer spisoù evel pebr, tachoù jenofl pe muskadez, ha brudet e voe tud Hoorn a-fet merdeiñ koulz hag a-fet gwerzhañ. Gant Jan Pieterszoon Coen (1587-1629) e voe krouet Batavia en Indez izelvroat (Indonesia hiziv an deiz) e 1619. Un delwenn dezhañ a zo e park Rode Steen e kreiz-kêr Hoorn.
E 1618 e stagas Willem Ysbrandtsz Bontekoe (1587-1657) gant ur veaj da Indez en anv VOC. Danevell e veaj a voe embannet e 1646 gant an titl Journael ofte gedenckwaerdige beschrijvinge van de Oost-Indische reyse van Willem Ysbrantsz. Bontekoe van Hoorn, begrijpende veel wonderlijcke en gevaerlijcke saecken hem daer in wedervaren.
War zisteraat ez eas brud Hoorn en XVIIIvet kantved. Goude aloubadeg ar vro gant arme Napoléon ne voe ket ken bras perzh ar peskerezh hag al labour-douar eo a voe diorroet en e blas. Kresk a voe en-dro e dibenn an XIXvet kantved pa voe savet hentoù-houarn. E 1932 e voe savet an Afsluitdijk, hag adalek ar mare-se ne voe ket mui Hoorn ur porzh-mor.
Kreskiñ a reas Hoorn en-dro goude an Eil Brezel-Bed, ha war liesaat ez eas an armerzh. Er bloavezhioù 1960 e oa re a dud er Randstad, ha dibabet e voe Hoorn, neuze e teuas ur bern tud enni.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Hoorn ez eus 33 dileuriad :
- PvdA - 11 dileuriad
- V.O.C. Hoorn - 6 dileuriad
- CDA - 4 dileuriad
- VVD - 4 dileuriad
- GroenLinks - 4 dileuriad
- Hoornse Senioren Partij - 2 zileuriad
- D66 - 1 dileuriad
- Hoorns Belang - 1 dileuriad
Gevellerezh
kemmañ- Beersel, Belgia, abaoe 1979
- Bandar Melaka, Malaysia, abaoe 1989
- Příbram, Republik Tchek, abaoe 1992
Liammoù diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |