Ar pebr a zo ur spis fardet gant hugennoù meur a spesad pebrenned, plant eus kerentiad ar piperaseged. N'eus nemet frouezh ar Piper negrum hag ar Piper longum a vez graet « pebr » anezho ent-lezennel.

Greun pebr du.

Gant ar spesad Piper nigrum e vez produet pebr du, gwenn pe c'hlas hervez mare an eost hag an doare d'e fardañ.

  • ar pebr du a vez fardet gant hugennoù tost darev, lakaet e go ha sec'het ;
  • ar pebr gwenn a vez fardet gant hugennoù darev ha diblusket ;
  • ar pebr glas a vez fardet gant hugennoù dizarev a vez miret en ul lec'h gleborek.

Emañ orin gouniderezh ar pebrenned war aod kornôg India (aod Malabar) e stad ar C'herala. En em ledet eo da c'houde e broioù all eus Azia ar Gevred, Madagaskar ha Brazil.

Implijet-kenañ eo ar pebr en abeg d'e vlaz brout-tre a zeu diwar amidoù eus ar piperidin.

Dont a ra e anv eus ar sañskriteg pippali en deus roet al latin piper. Abaoe mare Aleksandr Veur eo e vije bet graet implij anezhañ e Gres.

Er Grennamzer e veze rouez ar spisoù e-giz ar pebr. Evit gwir e voe merket kenwerzh ar spisoù gant aloubidigezh Aleksandria e 642 gant an Arabed. Setu perak e veze implijet ar re rouesañ anezho, ar pebr en o zouez, e-giz moneiz.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger pebr er
wikeriadur, ar geriadur frank.