Enkhuizen zo ur gumun hag ur gêr e rannvro West-Friesland, e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 116,04 km² eo gorread Enkhuizen (douar : 12,40 km², dour : 103,64 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 18 196 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Enkhuizen : Enkhuizen, Oosterdijk, Westeinde.

Enkhuizen
kumun eus an Izelvroioù, kêr, cadastral populated place in the Netherlands, place with town rights and privileges
Diellaouet gantWest Frisian Archives Kemmañ
Anv annezidiEnkhuizer Kemmañ
StadIzelvroioù Kemmañ
E tiriadNoord-Holland Kemmañ
War riblIJsselmeer, Markermeer Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°42′0″N 5°17′0″E Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Enkhuizen Kemmañ
Contains settlementOosterdijk, Westeinde Kemmañ
Kod-post1600–1602 Kemmañ
Niverenn bellgomz+31228360100 Kemmañ
Postelmailto:stadhuis@enkhuizen.nl Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.enkhuizen.nl/ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Enkhuizen Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Enkhuizen Kemmañ
Roll monumantoùQ2795453, list of war memorials in Enkhuizen Kemmañ
A implijMAIS-Flexis Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.wordlift.io/wl01254/entity/enkhuizen Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Enkhuizen Kemmañ
Map
 
Enkhuizen e 1652

Enkhuizen a oa unan eus ar c'hêrioù implijet VOC, (evel Hoorn hag Amsterdam), ma loc'he ar bagoù da vont d'ober kenwerzh en Indez. Lakaet e voe da gêr e 1355. E bar he brud e voe Enkhuizen er XVIIvet kantved, hag unan eus porzhioù brasañ an Izelvroioù e oa d'ar mare-se. Tamm-ha-tammne reas ket kement a verzh abalamour da veur a dra (lec'hidet e voe ar porzh)hag Amsterdam eo a gemeras he flas.

Touristelezh

kemmañ

Derc'hel a ra bepred Enkhuizen d'he hengoun-mor hiziv an deiz memestra, hag ez eus enni ur marina e-touez re vrasañ an Izelvroioù. En Enkhuizen emañ ivez ar Zuiderzeemuseum, ur mirdi en diavaez ma c'haller dizoloiñ buhez an dud a tro-dro da Zuiderzee a-hed red an istor. Lod brasañ savadurioù ar mirdi a zeu eus kêrioù all evel Purmerend hag Amsterdam. Ur perzh bras he deus an douristelezh en Enkhuizen peogwir ez eus chomet enni kalz savadurioù kozh : div iliz eus ar XVvet kantved, an ti-kêr ha mogerioù-kêr eus ar XVIIvet kantved.

Transportoù

kemmañ

Un ti-gar z zo en Enkhuizen, ma c'haller tapout an tren da vont da Hoorn ha da Amsterdam (war-dro un eurvezh-hent). E-pad an hañv ez eus ivez listri-treizh evit an droadeien hag an dud war varc'h-houarn da vont da Stavoren, Medemblik hag Urk.

Tud vrudet bet ganet en Enkhuizen

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.