Drechterland
Drechterland (distagañ : [1]) a zo ur gumun e rannvro West-Friesland, e proviñs Noord-Holland, en Izelvroioù. 80,72 km² eo gorread Drechterland (douar : 59,16 km², dour : 21,56 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 19 113 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Drechterland : Hem, Hoogkarspel, Oosterblokker, Oosterleek, Schellinkhout, Venhuizen, Westwoud, Wijdenes.
Istor
kemmañSavet e voe ar gumun e 1979, pa voe kendeuzet div gumun all : Hoogkarspel ha Westwoud. Anvet e oa Bangert, ha dont a reas da vezañ "Drechterland" e 1980. Kumun Venhuizen a voe ouzhpennet da Drechterland e 2006.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Drechterland ez eus 17 dileuriad :
- GBD - 6 dileuriad
- CDA - 3 dileuriad
- D66/GroenLinks - 3 dileuriad
- VVD - 3 dileuriad
- PvdA - 2 zileuriad
Liamm diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |