Flevoland
Proviñs en ![]() | |
---|---|
Banniel | ![]() |
Skoed-ardamez | ![]() |
Lec’hiadur en Izelvroioù | ![]() |
Pennlec'h | Lelystad |
Gorread | 2 412, 30 km² |
douar | 1 417, 50 km² |
dour | 994,80 km² |
Hed | 5° 35' .." Reter |
Led | 52° 30' .." Norzh |
Poblañs | 385 599 |
Stankter | 272 ann./km² |
Lec'hienn ar broviñs | flevoland.nl |
Flevoland zo unan eus 12 proviñs an Izelvroioù
DouaroniezhAozañ
Emañ Flevoland er reter da Amsterdam, hag izeloc'h eget ar mor eo an holl douaroù anezhi, betek 14 m izeloc'h zoken, war-bouez inizi kozh Urk ha Schokland. Kroueet eo bet dre sec'hañ douaroù a oa dindan ar mor betek 1932, pa voe krouet an Afsluitdijk, da lavarout eo ar chaoser da glozañ. Evel-se e voe miret ouzh ar mor a vonet a-barzh. Goudese e voe ret kas an dour kuit hervez doare ar polderioù, ha padet e oa al labour betek 1968.
Flevoland e voe anvet ar c'hornad e 1986. Lelystad eo anv ar gêrbenn, hag Almere an eil kêr. E 2002 e voe kontet 341 500 a dud enni, ha yaouankoc'h an dud eget er proviñsoù arall.
Kumunioù FlevolandAozañ
Atant kenderc'hiñ tredan dre avel e kumun Zeewolde. Tre diouzh Flevoland eo an doare da aozañ ar parkeier ha da lakaat an atantoù a steudadoù
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |