Noordoostpolder (distagañ [1]) a zo ur gumun e proviñs Flevoland en Izelvroioù. Savet eo bet ar gumun war ar polder en hevelep anv bet dizouret penn-da-benn d'an 9 a viz Gwengolo 1942. Betek 1986 e oa e proviñs Overijssel.

Kumun en Izelvroioù Izelvroioù
Noordoostpolder


Lec’hiadur e Flevoland hag en Izelvroioù
Proviñs Flevoland Flevoland
Kod post 8300-8319
Maer Willem van Rappard (VVD)
Gorread 595,41 km²
douar 460,04 km²
dour 135,37 km2
Hed 5° 42' .." Reter
Led 52° 43' .." Norzh
Uhelder .. m
Poblañs 46 013 (31.05.2009)
Piramidenn hervez an oad (01.2009)
Stankter ann./km²
Lec'hienn ar gumun www.noordooostpolder.nl/

Ar gumun

kemmañ

Penn-lec'h ar gumun eo Emmeloord, hag e-kreiz ar polder emañ. Ar c'hêriadennoù all a zo lec'hiet war ur c'helc'h bras tro-dro da Emmeloord : Bant, Luttelgeest, Marknesse, Kraggenburg, Ens, Nagele, Tollebeek, Espel, Creil ha Rutten. Etre Ens ha Nagele emañ ar pezh a oa enezenn Schokland. E penn pellañ kornôg ar polder emañ ar pezh a oa enezenn Urk, met n'emañ ket war dachenn ar gumun.

Anv Bloavezh krouidigezh Annezidi (01/07/06)
Noordoostpolder 1942 45 692
Emmeloord 1943 24 799
Marknesse 1949 3 896
Ens 1949 3 174
Luttelgeest a-raok 1942 2 235
Nagele 1956 2 011
Tollebeek 1956 1 921
Rutten 1953 1 741
Creil 1953 1 656
Kraggenburg 1949 1 497
Bant 1951 1 388
Espel 1956 1 374

Kuzul-kêr

kemmañ

E kuzul-kêr Noordoostpolder ez eus 29 dileuriad :

  • CDA : 8 dileuriad
  • PvdA / GL : 6 dileuriad
  • CU / SGP : 5 dileuriad
  • VVD : 4 zileuriad
  • ONS : 2 dileuriad
  • PU : 3 dileuriad
  • Fractie Kreeft : 1 dileuriad


 
Skeudenn eus Noordoostpolder dre loarell


  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.