Zeewolde
Zeewolde (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Flevoland en Izelvroioù. E polder Flevoland emañ, hag e reter emañ lenn Wolderwijd. Er su emañ koad Horsterwold hag un takad labour-douar a zo er c'hornôg. N'eus ti-gar ebet e Zeewolde, met nepell emañ tiez-gar Harderwijk ha Nijkerk hag ivez re Almere.
Kumun en Izelvroioù | |
---|---|
Zeewolde | |
Lec’hiadur e proviñs Flevoland hag en Izelvroioù | |
Proviñs | Flevoland |
Kod post | 3890-3899 |
Maer | Gerrit Jan Gorter |
Gorread | 268,97 km² |
douar | 248,75 km² |
dour | 20,22 km² |
Hed | 5° 32' .." Reter |
Led | 52° 20' .." Norzh |
Uhelder | .. m |
Poblañs | 20 901 (31.05.2009) |
Piramidenn hervez an oad | (01.2009) |
Stankter | 84 ann./km² |
Lec'hienn ar gumun | www.zeewolde.nl/ |
E koad Hulkesteinse Bos e kaver ar greizenn Flevo-Natuur, ma c'hall an dud bezañ en o noazh[1].
Istor
kemmañKrouet e voe kumun Zeewolde e 1984, unan eus re nevesañ an Izelvroioù eo neuze. A-raok 1984 e veze meret a lodenn-se eus an Izelvroioù gant Openbaar Lichaam Zuidelijke IJsselmeerpolders (OLZIJ), ur framm bet savet gant gouarnamant an Izelvroioù goude krouidigezh proviñs Flevoland. D'ar mare-se e oa bet dibabet an anv 'Zeewolde' daoust ma ne oueze ket an dud pelec'h e vefe implijet.
Annezidi gentañ a voe dreist-holl labourerien-douar a zeuas d'en em en staliañ er polder bet savet e 1979. Div greizenn-vakañsoù a voe krouet ivez.
Kuzul aliañ Zeewolde a voe bodet evit ar wech kentañ e miz Eost 1980. E miz C'hwevrer 1982 e voe aozet an dilennadegoù-kêr kentañ, ha savet steuñv ar straedoù (streekplan). Soñjet e voe lakaat ar gêr da greskiñ betek degemer 15 000 annezad enni. Al labourioù a grogas e 1983, ha Zeewolde a zeuas da vezañ ur gumun ez-ofisiel e 1984. D'an 23 a viz C'hwevrer 1984 e voe degemeret annezidi gentañ Zeewolde.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Zeewolde ez eus 17 dileuriad :
- Leefbaar Zeewolde : 4 dileuriad
- VVD : 4 dileuriad
- CDA : 3 dileuriad
- PvdA / GroenLinks : 3 dileuriad
- Christenunie : 3 dileuriad
Notenn
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |