Leiden (distaget ['lɛidən] pe ['lɛidə] e nederlandeg, skrivet Leyden gwechall) zo ur gêr gozh eus an Izelvroioù, e Holland ar Su, 15 km en norzh da Den Haag ha 40 km er mervent da Amsterdam. E Genver 2006 e oa 118 070 den o chom enni. Savet eo bet ouzh kember ar stêrioù Oude Rijn ha Nieuwe Rijn (ar "Roen kozh" hag ar "Roen nevez"), div vrec’h eus ar stêr Roen.

Ar stêr Oude Rijn, e Leiden

Ur gêr gozh eo Leiden, pa gaver meneg anezhi en istor abaoe an XIvet kantved da nebeutañ. Marteze ez eo Lugdunum Batavorum ar Romaned. Brudet eo he skol-veur, savet e 1575, unan eus skolioù-meur koshañ Europa. E levraoueg ar skol-veur-se emañ Dornskrid Leiden, skrivet en henvrezhoneg. E Leiden ivez e vije bet embannet, a-hervez, geriadur galleg-brezhoneg Cillart de Kerampoul, anavezet dindan an anv-pluenn L'Armerye.

GevelliñAozañ

Gevellet eo gant:

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.