Westhoek (korn ar c'hornôg en nederlandeg) a zo ur rannvro a Flandrez, lodennet etre arondisamantoù Diksmuide, Ieper ha Veurne e Belgia hag arondisamant Dukark e Bro-C'hall. Al lodenn c'hall eo ar rannvro nemeti eus Frañs ma komzer nederlandeg c'hoazh.

Westhoek, en daou du d'ar veveenn etre Belgia hag ar Stad C'hall.

Disrannet eo ar Westhoek gall e teir rannvro naturel : ar Blootland, an Houtland ha Plaenennn al Leie.

Daouhanteret e oa bet ar Westhoek goude aloubadeg pastelloù-bro Kassel, Bailleul hag Ieper gant Loeiz XIV e 1677 goude Emgann Kassel. Ne oa ket an harzoù nevez harzoù sevenadurel pe yezhoniel avat.

Armerzh

kemmañ
 
 
 
Kemm yezh en Arondisamant Dukark adalek 1874 betek 1972. Abaoe 1972, digresket eo niver an izelvroegourion.
  • ██ Takad gallek tost unyezhek
  • ██ Takad divyezhek m'eo ar galleg yezh ar muianiver
  • ██ Takad divyezhek m'eo ar flandrezeg yezh ar muianiver
  • ██ Takad flandrezek tost unyezhek