Langoned

kumun ar Mor-Bihan
Langoned
Abati Itron-Varia.
Abati Itron-Varia.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Langonnet
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56100
Kod post 56630
Maer
Amzer gefridi
Christian Derrien
2014-2020
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn web www.langonnet.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 708 ann. (2020)[1]
Stankter 20 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 06′ 23″ Norzh
3° 29′ 32″ Kornôg
/ 48.106389, -3.492222
Uhelderioù kreiz-kêr : 180 m
bihanañ 104 m — brasañ 292 m
Gorread 85,4 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Langoned

Langoned a zo ur gumun eus Bro-Gerne e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan, e kornôg Breizh

ArdamezioùAozañ

  En glazur e zaou gleze en aour lammellet ouzh kab, o skorañ un hengurunenn en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel.[2]

IstorAozañ

HenamzerAozañ

  • Hent: an hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) a dreuze an Ele en Abati Langoned, chom a ra ul lodenn eus an daradur e geunioù ar Faoud en Drinded-Langoned[3].
  • Armerzh: kenderc'het e veze brikennoù, teol ha priaj. E Kastell-Gwernoùgall hag e Kerroc'h e voe kavet fornioù. E meur a lec'h er gumun e voe kavet teol lec'h ma oa atantoù ha gedlec'hioù, e Stang-Yann nepell eus an abati, e Kastelloù-Kergaradeg, e Lokmaria, e Minez-Bloc'h, e Kernal hag en Drinded[4].

IXvet kantvedAozañ

  • E-tro 800 e voe savet ur gumuniezh gant menec'h Landevenneg e Lez Radeneg war douaroù bet roet dezhe gant Gradlon Flamm, kont Kerne. Kastell Morvan Lez-Breizh a oa sur a-walc'h war dorgenn Menez-Morvan e Langoned. Er c'horn-bro-se e voe lazhet Morvan e 818 en un emgannig ouzh ar Franked kaset war-raok gant Loeiz an Deol, bet savet e gamp gantañ e Prizieg[5].

XVIIvet kantvedAozañ

  • Emsavadeg ar Bonedoù ruz, 1675: d'ar 14 a viz Gouere ez eas parrezianiz Langoned, bet bodet gant son an taboulin, betek an abati evit goulenn groñs digant an abad dilezel e wirioù a-bezh war ar boblañs, ha sinet e voe an dilez gant ar venec'h evit kaout peoc'h; kondaonet e voe Jean Harscoët, an tabouliner, d'ar galeoù a-hed-buhez[6].

Dispac'h GallAozañ

  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Langoned gant div gumun ennañ: Langoned ha Plourae; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Langoned e 1801 ha lakaet ar gumun e kanton Gourin bet brasaet ha miret gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Langoned en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[7],[8].

XXvet kantvedAozañ

Brezel-bed kentañ

  • Ur c'hamp-bac'h, un astenn eus hini an Henbont e oa, a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall[9],[10]; beleion eus Elzas-Loren e oa un darn vat anezhe; en abati e voent serret[11].
  • 219 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,92 % eus he foblañs e 1911[12],[13].

Eil Brezel-bed


Brezelioù didrevadenniñ

BrezhonegAozañ

Ar Brezoneg er SkolAozañ

Ya d'ar brezhonegAozañ

  • D’ar 27 a viz Genver 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • Al live 3 oa bet roet d'ar gummun.

DeskadurezhAozañ

  • E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek e skol bublik ar gumun.
  • E distro-skol 2022 e oa 53 skoliad enskrivet er c'hlas divyezhek (42,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm

KrennlavarAozañ

  • ’Ba' Langoned e vez lazhet ar bleiz gant un taol boned.

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

  • Iliz-parrez Sant-Pêr ha Sant-Paol
  • Abati Itron-Varia.
  • Monumant ar re varv e bourc'h Langoned.
  • Monumant ar re varv en Drinded-Langoned.

DouaroniezhAozañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1790Aozañ

MelestradurezhAozañ

TudAozañ

  • Henri Guiriec, beleg katolik, istorour ha skrivagner breizhat.
  • Garmenig Ihuellou, skrivagnerez vrezhonek.
  • Alan Stivell, bet savet gantañ ur bladenn anvet E Langonned ma kaver ar ganaouenn E parrez Langonned enni.

GevelliñAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Aozergant B. Frelaut ; Kuzul ar Gumun : 1988.
  3. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, bloaziad ebet, (e galleg), pajenn 16
  4. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 18
  5. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajennoù 27 ha 28
  6. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 75
  7. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 163 ha 277 .
  8. Cassini - EHESS - Langoned - Fichenn ar gumun
  9. diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
  10. kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
  11. 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 135
  12. memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
  13. memorialgenweb - Monumant ar re varv en Drinded-Langoned
  14. Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
  15. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 164
  16. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
  17. memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
  18. memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
  19. memorialgenweb - Monumant ar re varv en Drinded-Langoned
  20. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936