Ele
| ||||
---|---|---|---|---|
An Ele e Roc'hell an Diaoul | ||||
Statud | stêr | |||
Hirder | 60 km | |||
Uhelder an eienenn | 225 m | |||
Kas keitat | 9,28 m³/s | |||
Gorread an diazad | 608 km² | |||
Bro(ioù) douret | Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed | |||
Diazad stêrioù |
? | |||
En em daol e | Laeta e Kemperle | |||
Ledander er genoù | ||||
Andon | Kenkiz-en-Lez e Groñvel | |||
Adstêrioù | ? | |||
stêr - hidrologiezh |
An Ele zo ur stêr eus Breizh, e Kerne. Eieniñ a ra e Groñvel. Mont a ra alese war-zu ar c'hreisteiz betek Kemperle, ma'z eo savet anv kêr diwar anv ar stêr (kemper+ Ele). E Kemperle e kej gant an Izol d'ober "Stêr Gemperle" pe Laeta. A-hed e red e ra an Ele an harz etre Bro-Gernev ha Bro-Wened.
Anv ar stêrAozañ
Tennañ a ra anv ar stêr Ele da hini ar stêr Elai e Kembre(Daveoù a vank). E latin e oa Elegium, anv merket e karta abati Kemperle.
A-raok an Dispac'h gall e oa Ele anv ar stêr betek ar mor(Daveoù a vank). Abaoe deroù an XIXvet kantved e vez laret Laita adalek ar c'hember gant an Izol, met n'ouzer ket a belec'h e teu an anv(Daveoù a vank).