Prizieg

kumun ar Mor-Bihan

Prizieg a zo ur gumun eus kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.

Prizieg
Chapel Sant-Erwan.
Chapel Sant-Erwan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Priziac
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56182
Kod post 56320
Maer
Amzer gefridi
Dominique Le Niniven
2014-2020
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz-Breizh
Lec'hienn web www.priziac.com
Poblañsouriezh
Poblañs 965 ann. (2020)[1]
Stankter 22 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 03′ 43″ Norzh
3° 24′ 29″ Kornôg
/ 48.0619444444, -3.40805555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 166 m
bihanañ 56 m — brasañ 230 m
Gorread 44,63 km²
Lec'hiañ ar gêr
Prizieg

Douaroniezh kemmañ

Anv kemmañ

Stummoù skrivet kemmañ

  • Erwan Vallerie (1995) ː Brisiaci Sylva, 818; Prisiac, 1128; 1160; Prisciach, 1161; Prisiac, 1191; Parrochia plebis Prisiac, 1330; Presiac, 1376; Prisiac, 1387; Prissiac, 1430; Prisac, 1630

Gerdarzh kemmañ

  • Diwar an anv-den galianek-romanek Britius, graet e annez en Norzh d'ar c'hamp roman a oa e Berne[2].
  • Memes anv den ha Brieg. [3]

Ardamezioù kemmañ

" Troc'het;

ouzh 1, rannet

- en sabel e groaz goñchek en argant,

- en gul e gammell eskob en aour.

ouzh 2, en argant e ziv dreustell kommek en glazur, ur rod milin dour en sabel difoupant diouzh an dreustell ouzh beg, ha balirant".

Degemeret gant ar Gumun e 1991; enrollet e 1992.

Istor kemmañ

IXvet kantved kemmañ

  • Deut da vrezeliñ ouzh Morvan Lez-Breizh e 818 e voe savet e gamp e Prizieg gant Loeiz an Deol, impalaer frank; e 1860 e voe kavet 2 000 pezh moneiz karolingian etre keriadennoù Beler ha Kervenac'h[4].

Dispac'h Gall kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ

  • 104 gwaz hervez marilhoù ar gumun, 134 hervez monumant Santez-Anna-Wened, 132 hervez monumant ar re varv (d.le. 4,39 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 )[7] eus ar gumun, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[8].
  • Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 21 a viz Du 1915.

Eil Brezel-bed

  • 1940, Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 291 repuad e Prizieg; 24 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[9].
  • 1944:
    • d'an 31 a viz Mae e voe taget an ti-post gant tud eus ar Rezistañs met ne voe kemeret blank ebet gante, ha d'ar 6 a viz Even e voe tapet 6 100 Lur gante[10].
    • e miz Even, daou zen ag ar Rezistañs a voe lazhet gant an Alamaned pa voe taget kamp paotred ar strouezheg e Kerfur; pevar ezel all ag ar Rezistañs a voe fuzuilhet e Bodkenven; e Miz Gouere, seizh den ag ar Rezistañs a voe fuzuilhet e Karnal-Vihan; daou ezel arall ag ar Rezistañs a voe lazhet er gumun[11].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Chapel Sant-Erwan.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1790 kemmañ


[12]

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

Tud bet ganet eno kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

  de Volvire

Aotrounez an Dreorz

Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Daveennoù ha notennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 17
  3. Hervé Abalain ː Les noms de lieux bretons. Universels Gisserot. 2000
  4. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 28
  5. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 305 ha 364
  6. Cassini - EHESS - Prizieg - Fichenn ar gumun
  7. Monumant ar re varv
  8. 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 94
  9. Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
  10. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 305
  11. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 36-39
  12. EBSSA
  13. Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
  14. Le Télégramme, 15 a viz Du 2014
  15. Mémoire des hommes