Garmenig Ihuellou

skrivagnerez brezhonek
Garmenig Ihuelloù
Garmenig Ihuellou
Garmenig Ihuelloù e 1966
Obererezh Danevelloù evit ar grennarded
Ganedigezh D'an 29 a viz Gwengolo 1934
e Pariz
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Bruzun
Pebezh fest-noz
Argantael hag ar spes
Argantael hag ar skrapadenn
Argantael ha Tro Breizh
Boudig ar bleuñ
An Urzhiataer hud

Ur skrivagnerez vrezhonek a orin eus Langoned eo Garmenig Ihueloù, ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1934 e Porzh ar Roue, e Pariz (14vet arondisamant) hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Ebrel 2018 e Pabu [1]

He buhez

kemmañ

Kelenn a ra brezhoneg e Sant Brieg e-lec'h m'emañ o chom. Graet deus he studioù er skolaj-lise teknikel Albert de Mun e Pariz 7vet. Eus ar 4re klas betek ar c'hlas termen eo bet Garmenig Ihueloù en ur skol evit stummañ kelennerezed war an arzoù-dilhad. Kelennet he deus dreist-holl an danvezioù hollek : galleg, istor, geografiezh, treserezh. Bet he deus un nebeud diplomoù, en o zouez, ur vestroniezh war ar brezhoneg e Roazhon. Kelenn a rae Garmenig an arzoù-kaer e skol Diwan Sant-Brieg ha brezhoneg e Lise Renan Sant-Brieg.

A-viskoazh he deus skrivet, adalek ar mare ma ouie skrivañ ha lenn. Ar wech kentañ, e voe embannet he fennadoù war gelaouenn Bleimor, Sturier hec'h anv. Danevelloù ha barzhonegoù a skrive e gallek hag e brezhoneg abaoe pell a-raok. Aliet e voe dezhi kas anezho da Al Liamm. Embannet int bet un nebeud amzer goude.

Betek an oad a 14 vloaz eo bet savet e Langoned hag en Drinded gant he div mamm-baour, rak marv e oa dija he daou dad-paour. An holl dud a gaozee brezhoneg eno d'ar c'houlz-se. En iliz e oa pep tra e brezhoneg, ar pedennoù, er skol ivez, daoust ma ne oa aotre ebet da gomz brezhoneg, nemet galleg ken, er skolioù publik ha prevez. Tud Garmenig a laboure e Pariz. Neuze eo aet da vevañ ganto pa oa en oad da vont er skolaj. Desket he deus lenn ha skrivañ un tamm ar yezh peurunvan e Ker-Vreizh, e karter Montparnasse.

Bet eo bet ezel eus kalz a gevredigezhioù evel : Bleimor, Kendalc'h, KEAV ( Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerien), Al Leur Nevez, Ar Falz. Re-all gant ur gelaouenn hag emvodoù e-pad ar bloaz : KAVY (Kevredigezh ar vrezhonegerien yaouank) savet gant Erwan Evenou ha Ti-Yaouankiz savet gant Gwennole ar Menn.

Dimezet e oa Garmenig gant Gwennole ar Menn. Pevar bugel o deus bet : Brieg, Riwal, Tangi ha Malo. O vevañ emañ bremañ e Sant-Brieg abaoe meur a vloavezh.

Hec'h oberennoù

kemmañ
  • Bruzun e 1975
  • Pebezh fest-noz e 1982
  • Argantael hag ar spes, An Here,1985
  • Argantael hag ar skrapadenn (An Here, 1993)
  • Argantael ha Tro Breizh e 2005
  • Boudig ar bleuñ, Keit Vimp Bev, Gwengolo 2006
  • An Urzhiataer hud, Keit Vimp Bev, 2006
  • An Urzhiataer hud 2, Keit Vimp Bev, 2010

Troidigezhioù

kemmañ
  • Gwrac'h ar menez (Keit Vimp Bev, Here 2005) - Troidigezh diwar Yann Failher.
  • An den a blante gwez (Utovie) - Troidigezh diwar Jean Giono.

E galleg

kemmañ

Notennoù

kemmañ