Ganet eo bet Jean Failler e Kemper d'ar 26 a viz C'hwevrer 1940, kalvez e dad ha kouezierez e vamm. Goude bezañ tapet un testeni gouested war ar gontouriezh e oa aet da zibabour lizhiri er Post, da c'houde difraeer asurañsoù kent mont d'ober e goñje en Aljeria. Adalek 1962 e oa aet da vareour en embregerezh tiegezh savet gant e dud.

Jean Failler e Saloñs al Levr e Kemper e 2012

Ran gant al lennegezh e oa kroget da skrivañ pezhioù-c'hoari. Tapet eo bet priz ar skrivagnerien vreizhat gant e romant kentañ (L'ombre du Vétéran) e 1993. Krouet eo bet heuliad Mary Lester gantañ, un dudenn en deus skrivet 35 romant diwar he fenn betek-henn, e galleg nemetken.

Emañ o chom en Enez-Tudi.

Oberennoù

kemmañ

Heuliad Mary Lester

kemmañ
  1. Les bruines de Lanester (Lannarstêr),
  2. Les diamants de l'archiduc (Kemper),
  3. La mort au bord de l'étang (Bro-Gernev),
  4. Marée blanche (Konk-Kerne),
  5. Le manoir écarlate (tro-dro da Kastell-Nevez-ar-Faou, e Kastell Trevarez peurgetket),
  6. Boucaille sur Douarnenez (Douarnenez),
  7. L'homme aux doigts bleus (Ar Baol-Skoubleg),
  8. La cité des dogues (Sant-Maloù) (troidigezh Mayhem in Saint-Malo gant William Rodarmor),
  9. On a volé la Belle-Étoile ! (Kameled),
  10. Brume sous le grand pont (Sant-Nazer),
  11. Mort d'une Rombière (Enez-Tudi),
  12. Aller simple pour l'enfer (war vor, etre Inizi Faero hag Enez ar Skorn),
  13. Roulette russe pour Mary Lester (Sant-Ke-Porzh-Olued),
  14. À l'aube du troisième jour (Karaez-Plougêr, e-pad Gouel an Erer Kozh),
  15. Les gens de la rivière (glannoù an Oded),
  16. La bougresse (Menezioù Du),
  17. La régate du Saint-Philibert (An Drinded-Karnag),
  18. Le testament Duchien (An Uhelgoad),
  19. L'or du Louvre (Inizi Glenan),
  20. Forces noires (Roazhon),
  21. Couleur Canari (Naoned),
  22. Le renard des grèves - Levrenn 1 (Norzh Penn-ar-Bed),
  23. Le renard des grèves - Levrenn 2 (Norzh Penn-ar-Bed),
  24. Les fautes de Lammé-Bouret (Pont-Aven),
    Abalamour d'ar prosez savet da Jean Failler gant ur vaouez he doa kredet en em anavezout en unan eus tudennoù ar Renard des grèves, kontet e vez ar pemp tro-kaer war-lerc'h gant Mary Lester hec'h-unan.
  25. La variée était en noir (Ar Briwer),
  26. Rien qu'une histoire d'amour (Aber An Intel),
  27. Ça ira mieux demain (Ar C'hab),
  28. Bouboule est mort (Sant-Brieg),
  29. Le passager de la Toussaint (Brest),
  30. Te souviens-tu de Souliko'o ? - Levrenn 1 (Norzh Penn-ar-Bed),
  31. Te souviens-tu de Souliko'o ? - Levrenn 2 (Norzh Penn-ar-Bed),
  32. Sans verser de larmes (Norzh Penn-ar-Bed),
  33. Il vous suffira de mourir - Levrenn 1 - Motel des Forges (Lenn Gwerledan),
  34. Il vous suffira de mourir - Levrenn 2 - Le Brâme du cerf (Lenn Gwerledan),
  35. Casa del Amor (Nervouster),