Lannarstêr
kumun ar Mor-Bihan
Lannarstêr | ||
---|---|---|
Lannarstêr hag ar pont nevez dreist d'ar Skorf. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Lanester | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Lannarstêr (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56098 | |
Kod post | 56600 | |
Maer Amzer gefridi | Thérèse Thiéry 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kab an Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.lanester.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 22 940 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 249 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 5 m bihanañ 0 m — brasañ 51 m | |
Gorread | 18,37 km² | |
kemmañ ![]() |
Lannarstêr a zo ur gumun eus Breizh e kanton Lannarstêr e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Pennlec'h ha kumun nemeti Kanton Lannarstêr eo.
ArdamezioùAozañ
En gul hadet gant erminig aour, e vantell en argant karget gant c'hwec'h goudreustell gommek en glazur.[2] • Sturiad : Ensemble et pour tous |
IstorAozañ
VIvet kantvedAozañ
- Ar manac'h Gwenael vevas eno, el lec'h anvet Sant-Wenael bremañ,
XXvet kantvedAozañ
1909: krouet ar gumunAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- Ur soudard breizhat, bet ganet er gumun moarvat, a voe fuzuilhet d'an 23 a viz Even 1916 e Kalinova (Gres) al lu gall.
Niver an dud eus Lannarstêr marvet abalamour d'ar Brezel-bed kentañAozañ
Bloavezh | Niver |
---|---|
1914 | 33 |
1915 | 65 |
1916 | 36 |
1917 | 14 |
1918 | 41 |
1919 | 3 |
1920 | 1 |
1922 | 2 |
1923 | 1 |
Hollad | 196 |
d.le. 2,53 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911.[4]
Eil Brezel-bedAozañ
An nijerez Bristol Beaufort Mark I, L4474 MW-E 217 kaset d'ar strad p'edo gant ar 217vet Skwadrenn RAF (Royal Air Force- Aerlu ar Rouantelezh-Unanet)St Eval o tagañ An Oriant d'an 20 a viz Kerzu 1940
Niver an dud eus Lannarstêr marvet abalamour d'an Eil Brezel-bedAozañ
Bloavezh | Niver |
---|---|
1939 | 2 |
1940 | 46 |
1941 | 7 |
1942 | 3 |
1943 | 59 |
1944 | 45 |
1945 | 13 |
1946 | 2 |
1947 | 1 |
1952 | 1 |
Hollad | 179 |
DarvoudoùAozañ
- Lazhet e voe 25 den nann-soudard gant tarzhadenn ha tangwall ar 25 a viz Even 1940 dre ma oa bet entanet stokoù mazout ar Morlu gall d'an 18 a viz Even 1940 evit miret ouzh an Alamaned kemer anezhe.
- Bombezadegoù ar Re Gevredet
- Distrujoù bras a voe e Lannarstêr gant bombezadegoù ar Rouantelezh-Unanet hag an SUA. Lazhet e voe degadoù a dud nann-soudard.
- Du-Kerzu 1940: tost bemnoz e son ar galv-diwall; bombezet eo an arsanailh d'ar 7 ha d'ar 27 a viz Kerzu, daou garr-nij eus ar Royal Air Force a gouezh er gumun e miz Kerzu.
- 1941: bombezadegoù en-dro d'an 12 a viz Genver ha d'ar 15 a viz Meurzh; meur a di a zo distrujet ha daou zen nann-soudard lazhet en noz etre an 12 hag an 13 a viz Ebrel; en noz etre ar 7 hag an 8 a viz Mae, tro un eur, e kouezh bombezennoù-entanañ war ar c'hamp indezsinaat e Beg ar Men lec'h ma 'z eo lojet tud o labourat evit an Aozadur Todt: 80 labourer da nebeutañ a zo devet ez-vev, an darn vrasañ anezhe o vout Izelvroiz, Belgiz ha Spagnoled; d'ar 4 a viz Gouere eo troc'het an hent-houarn etre Lannarstêr hag Henbont; en noz war-lerc'h e klask an nijourion tizhout ar pont hent-houarn dreist d'ar Skorf, bombezennoù a gouezh en arsanailh; an arsanailh a zo tizhet c'hoazh d'an 23 a viz Du diouzh an noz, ur micherour spagnol a zo lazhet e kamp an Aozadur Todt el Lann Vras, lazhet un den war e leve ivez[5].
- 1942: bombezadegoù stank d'ar 15 a viz Meurzh en-dro, nebeut a zistrujoù; distrujoù dister d'an 13 a viz Ebrel, klask a ra an nijourion distrujañ Pont ar Boulom dreist d'ar Blavezh[6].
- Genver-C'hwevrer 1943: d'ar 14 a viz Genver eo roet urzh gant Winston Churchill distrujañ kement tra a c'hell servijout d'al listri-spluj alaman diazezet e Kerroman, d.l.e. bombezañ stank ha didruez An Oriant, Lannarstêr hag ar c'humunioù tro-war-dro; kerkent, d'ar 14 a viz Genver, e krog ar bombezadegoù, padout a reont betek ar 16 a viz C'hwevrer; 51 den nann-soudard a voe lazhet e Lannarstêr[7].
- Kirri-nij eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad er gumun:
- miz Kerzu 1940: div nijerez a gouezhas e Lannarstêr, ur Beaufort I marilhet L4474 ha kodet MW-E, gant pevar nijour en he bourzh (lazhet e voent holl, douaret int bet e bered ar gumun), d'an 20, hag un Hampden I marilhet X3141 ha kodet VN-? d'an 28, gant pevar nijour en he bourzh ivez; tri anezhe a voe lazhet, douaret e voent e bered ar gumun; 2 000 a dud a zeuas d'o obidoù; an nijour all, ur C'hanadian, a zeuas a-benn da achap, met devet-grevus e oa bet, hag ar vaouez hag en-doa kuzhet anezhañ a rankas e reiñ d'an Alamaned dre hanterourizh ar Groaz-Ruz;
- miz C'hwevrer 1943: d'ar 7 e kouezhas ur c'harr-nij arall eus ar Royal Air Force, un Halifax marilhet DT701 ha kodet NP-T, mervel a reas e seizh nijour, douaret e voent e Gwidel[8].
- Savet e voe un diazlec'h listri-spluj d'an Alamaned e Lannarstêr.
- Miz Gwengolo 1942: kemeret e voe 1000 Lur en ti-post gant tri ezel eus ar Rezistañs e dibenn ar miz[9].
- Miz Eost 1944: c'hwec'h den nann-soudard eus Kervieg e Kaodan (daou baotr 14 vloaz en o mesk) a voe fuzuilhet e Manebos e Lannarstêr gant an Alamaned d'an 9, tamallet oute bout henchet an tankoù SUAat en tachennoù minet; pemp milour alaman a voe barnet da varv abalamour d'an torfed-mañ, fuzuilhet e voent e miz Ebrel 1946 e Koedlogon; tri den nann-soudard, Joseph Le Saëc hag e zaou vab, Joseph hag Yves, eus Kerroc'h en Henbont a voe fuzuilhet tro 3 eur goude merenn d'an 9 e Kamp Sant-Udeg ivez[10]; eizh den nann-soudard eus Lannarstêr a voe fuzuilhet gant an Alamaned d'an 26[11].
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun. Dieubet e voe d'an 10 miz Mae 1945.
Abaoe an Eil brezel-bed
- Abalamour d'ar brezelioù ha d'an emgannoù didrevadenniñ e varvas pemzek den eus ar gumun er Reter-Pellañ (1945-1954) ha seizh en Afrika an Hanternoz (1954-1962)[4].
Darvoudoù-sport a bep seurtAozañ
- 29 a viz Mezheven 1985 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall 1985 etre Gwened ha Lannarstêr ; trec'h eo Rudy Matthijs (Belgia).
- 15 a viz Gouere 2002 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall 2002 etre Lannarstêr hag An Oriant (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Santiago Botero (Kolombia).
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’an 13 a viz Gouere 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 26 a viz Meurzh 2010 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'ar 17 a viz C'hwevrer 2018 e oa bet roet d'ar gumun al leve 2, ha sinet gant ar gumun an engouestl evit al leve 3.
DeskadurezhAozañ
DeskadurezhAozañ
Deskadurezh-stadAozañ
- Skolioù-mamm
- Kentañ-derez
- Skolajoù:
- Skolaj Jean Lurçat
- Skolaj Henri Wallon, un hentad divyezhek ennañ
- Lise Jean Macé, un hentad divyezhek ennañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
An tiez-kêrAozañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun (Ar C'harrbont, e kreiz-kêr)Aozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) | 7 |
Hollad | 7 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet int e miz Kerzu 1940, e-pad an Eil Brezel Bed: pevar anezhe d'an 20 , an tri arall d'an 28, pa yeas o c'harr-nij d'ar strad [13][14].
Bered ar bigiAozañ
Bered ar bigi war ribl ar Blavezh.
Monumant ar re varvAozañ
Savadurioù relijiel katolikAozañ
Chapel Sant Wenael.
DouaroniezhAozañ
ArmerzhAozañ
Labour-douar ha sevel-loenedAozañ
- Chom a ra atantoù e Reter ar gumun; 12 labourer-douar a oa e Lannarstêr hervez niveradeg an EBSSA e 2007, 18 e oant e 1999[15].
Traezh-morAozañ
- Diskarget e vez traezh e Lannarstêr gant kobiri sabr.
Sevel-bigiAozañ
- Ar sevel-bigi, da gentañ evit Kompagnunezh an Indez, hag evit ar Morlu Gall war-lerc'h, a oa hag a zo chomet a-bouez evit displegañ istor hag armerzh Lannarstêr.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1911Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
- An Intron Thérèse Thiéry, maerez Lannarstêr (2004-2020).
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1909-1919 | Jean-Marie Le Halpert | |||
1919-1941 | Pierre Rogel | SFIO | ||
1941-1944 | Eugène Morvan | Anvet gant Gouarnamant Vichy | ||
1944-1945 | Pierre Rogel | SFIO | ||
1945-1953 | Robert Boulay | Strollad Komunour Gall | ||
1953-1996 | Jean Maurice | Strollad Komunour Gall | Kuzulier jeneral Kanton Lannarstêr (1982-1998) | |
1996-2001 | Jean-Pierre Anfré | Strollad Komunour Gall | ||
2001-2004 | Jean-Claude Perron | Tu-kleiz, distrollad (Association Lanester Nouvelle Citoyenneté: LNC) | Kuzulier jeneral | |
2004-2020 | Thérèse Thiéry | Tu-kleiz, distrollad (Association Lanester Nouvelle Citoyenneté: LNC) | Kuzulierez jeneral , 1añ Besprezidantez Kab an Oriant | |
abaoe miz Mae 2020 | Gilles Carréric | Tu-kleiz: LNC, PS, UDB, h.a. | Kuzulierez jeneral , 1añ Besprezidantez Kab an Oriant |
Post[17]Aozañ
- Ti-post, straed François Mauriac.
- Ti-post, straed Jean Jaurès.
TudAozañ
- Robert Boulay, maer,
- Roque Carrion, ezel eus ar Rezistañs,
- Gwenael, bet marvet eno e 590, eil abad abati Landevenneg e oa bet,
- Albert Le Bail ha Jean-Louis Primas, izili eus ar Rezistañs,
- Émile Marcesche, embreger,
- Jean Maurice, maer adalek 1953 betek 1996,
- Benito Mussolini, dispac'hour italian[18].
- Roger Penverne, milour er rejimant "Normandie-Niemen".
Tud bet ganet enoAozañ
- Eugène Guégan, ganet d'ar 14 a viz Du 1888 e Kaodan, el lodenn ag ar gumun deuet da vout hini Lannarstêr moarvat, bet fuzuilhet e Kalinova (Gres) gant al lu gall d'an 23 a viz Even 1916, e-pad ar Brezel-bed kentañ[19].
- Loeiz Herrieu, d'ar 27 a viz Genver 1879.
GevelliñAozañ
Levrlennadur (e galleg)Aozañ
- Léone Beaumes, Lanester au fil de notre histoire, Bretagne Graphique Imprimerie, 1985;
- André et Lucette Leclère, Images et mémoires de Lanester, Édition à compte d’auteur, Lanester, 1999;
- Dominique Le Guidec, Un arsenal et des hommes, collection "Libre expression", Éditions Liv'Éditions, Le Faouët, 1995;
- Yann Lukas , Lanester, histoire d’une ville, Éditions Palantines, Quimper, 1999;
- Mairie de Lanester, Lanester, histoire d’une Libération, Atelier d’Impression Lorientais, Lanester, 1995;
- Jean-Noël Retière, Identités ouvrières : histoire sociale d’un fief ouvrier en Bretagne 1909-1990, Éditions L’Harmattan, Paris, 1995.
- Claude Le Colleter, Lanester, rivages d'histoires et de légendes, Éditions Liv' Editions, 2008.
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Hervez Froger ha Pressensé : En argant goudreustellet-kommek en glazur, e galzadenn en gul hadet gant erminig en aour loc'hant diouzh beg ha balirant. Aozet gant Loïc Ermoy ; kuzul ar Gumun : 20 a viz Kerzu 1974.
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 14, 69 ha 159
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 Monumant ar re varv
- ↑ Yann Lukas, Lanester, histoire d’une ville, Embannadurioù Palantines, Kemper, 1999, pajennoù 73-76
- ↑ Yann Lukas, Lanester, histoire d’une ville, Embannadurioù Palantines, Kemper, 1999, pajenn 76
- ↑ Yann Lukas, Lanester, histoire d’une ville, Embannadurioù Palantines, Kemper, 1999, pajennoù 76 ha 77
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945 , Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 175
- ↑ Lanester, histoire d'une Libération, 1995, pajenn 19
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 308-309
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Aviation Crashes and Related Incidents 1940, RAF Davidstow Moor
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
- ↑ Cassini, EBSSA ha Lanester, histoire d'une Libération, 1995, pajenn 17 (niver an annezidi e miz C'hwevrer 1945)
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 159-162
- ↑ [Le Télégramme]
- ↑ Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "an Oriant"