Gwenael (sant)
Gwenael, pe Gwenhael, pe sant Gwenael, a oa ur manac'h ha sant eus ar VIvet kantved, hag eil abad abati Landevenneg, war-lerc'h Gwenole e 532.
Gerdarzh
kemmañSavet eo e anv diwar ar gerioù gwenn ha hael, ha neket diwar ael, evel a lenner a-wechoù.
E vuhez
kemmañGanet e oa en Erge-Vras, ha kavet e vije bet e kêr Gemper gant Gwenole a c'houlennas digant e dud e leuskel da vont da studiañ gantañ.
Adsavet en dije meur a vanati en Iwerzhon, met n'eo anavezet nemet e Breizh-Izel. En e anv emañ iliz An Erge-Vras, evel re Bolazeg, Leskoed-Gwareg ha Tregidel.
Ur manati en dije savet e Kaodan (Lannarstêr hiriv), ur chapel zo en e anv, hag eno e vije marvet e 590. Kaset e voe e relegoù da g-Corbeil.
Anv-tiegezh
kemmañDiwar e anv e teufe an anvioù-tiegezh Guénal, Guénel, Trévinal, Kervennal.
Sant-Wenael e Lannarstêr
kemmañGwelet ivez
kemmañ- an anv-badez Gwenael