Kleger
kumun ar Mor-Bihan
Kleger | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Cléguer | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Gwidel | |
Kod kumun | 56040 | |
Kod post | 56620 | |
Maer Amzer gefridi | Alain Nicolazo 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.cleguer.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 305 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 103 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 50 m bihanañ 2 m — brasañ 107 m | |
Gorread | 32,15 km² | |
kemmañ ![]() |
Kleger a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan.
DouaroniezhAozañ
- War lez ar Skorf emañ Kleger.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Cleger, 1114; Cleker, 1160; Cleguer, 1235; Clequer, 1280; Cleguer, 1332; Cleguer, 1387
Gerdarzh
- Hervé Abalain; Jean-Yves Le Moing ː krec'h meinek
ArdamezioùAozañ
Ne vefe ket ?
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Kleger e kanton Pont-Skorf; e Bann Henbont e oa; miret ha brasaet e voe ar c'hanton e 1801 dindan anv Kanton Pont-Skorf ivez gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Kleger en Arondisamant an Oriant e 1800 [2][3].
XXvet kantvedAozañ
- 91 gwaz eus ar gumun a varvas er brezel [4].
- D'an 29 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij gant ur baread eus ar Royal Canadian Air Force e Kleger, un Halifax marilhet HR662 ha kodet EQ-H, mervel a reas e seizh nijour, douaret e voent e Gwidel [5].
- Lazhet e voe pemp den nann-soudard e kêriadenn Sant-Wenael pa gouezhas ur vombezenn, daou zen all gant un obuz ha daou vugel pa voe lezet un tenn gant ur soudard SUAat [6].
- Mervel a reas eizh den all abalamour d'ar brezel [7].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Sant Ereg, 1888, bet savet war lodennoù eus an iliz romanek a-gent, bet savet en XIIvet kantved
- Monumant ar re varv.
Melin Sant-ErwanAozañ
Kêriadenn Sant-WenaelAozañ
- Chapel Sant-Wenael, enni ur stern-aoter [8] (e-kreiz, delwenn Sant Gwenael, a-zehou, Santez Veronika, a-gleiz, ar Werc'hez hag ar Mabig Jezuz) ha delwennoù.
- Monumant an dud nann soudard bet lazhet e Sant-Wenael e-pad an Eil brezel-bed.
- Ar feunteun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2014 | → bremañ | Alain Nicolazo | ||
Meurzh 2001 | Robert Remot | |||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Jean-Yves Le Moing : Noms de lieux de Bretagne. Christine Bonneton Editeur. 2007
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 72
- ↑ Cassini - EHESS - Kleger - Fichenn ar gumun
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Monumant ar re varv e Sant-Wenael
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Topic-topos