Bann Henbont a oa ur rann velestradurel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Al lez-varn a vann a voe staliet en Oriant koulskoude, pezh a oa dibaot. Start e oa bet an tabutoù etre an div gumun[2]. Setu amañ roll nav c'hanton Bann Henbont:

Lez-varn ar bann

kemmañ
  • Dilennet e voe pemp barner ha tri advarner e miz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, 70 e oant er bann. En Oriant e voe votet dre ma oa bet staliet al lez-varn eno, ha n'eo ket en Henbont[3].

Dilamet ar bannoù

kemmañ

Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[4].

Dave ha notennoù

kemmañ
  1. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20
  2. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
  3. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 45
  4. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187