Gwidel
kumun ar Mor-Bihan
Gwidel | ||
---|---|---|
![]() Gwidel e genoù al Laeta. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Guidel | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Gwidel (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56078 | |
Kod post | 56620 | |
Maer Amzer gefridi | François Aubertin 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.guidel.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 11 743 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 225 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 39 m bihanañ 0 m — brasañ 70 m | |
Gorread | 52,29 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwidel a zo ur gumun eus Breizh, pennlec'h kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan.
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’ar 27 a viz Meurzh 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
DeskadurezhAozañ
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Gwidel e 1790[3]. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Gwidel da benn ur c'hanton, hini Gwidel; teir c'humun a oa ennañ: Gwidel (pennlec'h), Kewenn ha Plañvour, e Bann Henbont[4]. Diskaret e voe Kanton Gwidel gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Gwidel e Kanton Pont-Skorf e 1801 gant an hevelep lezenn[5]. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800.
- Feulster e 1793: skrapet e voe daou ofisour kumunel, ne voent ket adkavet, drouklazhet e voe ar barnour a beoc'h[6].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 168 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,88 % eus he foblañs e 1911[7].
Eil brezel-bedAozañ
- D'ar 21añ a viz Mezheven 1940, er Pemp-Hent, e oa bet eus un emgann etre ar soudarded c'hall hag ur golonenn alaman o tont eus tu Kemper evit mont etrezek an Oriant; ar gêr-mañ a ranke bout difennet diwar urzh ar gouarnamant gall daoust d'an arsav-brezel da zont, dre ma oa ur porzh-brezel; padout a reas teir euriad, tri ofisour gall ha tri soudard eus ar 111vet Rejimant Kanolierezh Trevadennel hag eizh milour (daou is-ofisour ha pevar soudard) alaman o vezañ lazhet[8].
- Pevar c'harr-nij Typhoon Ib eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e Gwidel e penn-kentañ 1944, unan d'ar 31añ a viz Genver, daou d'ar 15 a viz C'hwevrer hag unan d'an 22 a viz C'hwevrer; lazhet e voe an nijourion, tri anezhe a voe beziet e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an hini diwezhañ[9];
- D'ar 7 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij (Spitfire LFIX marilhet MJ554 ha kodet AU-?) eus ar Royal Air Force nepell eus Gwidel; mervel a reas e nijour ha douaret e voe e Bayeux War Cemetery[10];
- D'an 13 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez B-24 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Gwidel; lazhet e voe eizh nijour eus he faread, an daou nijour all a voe tapet gant an Alamaned[11].
- D'ar 27 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez (Mosquito NF XIII marilhet MM450 ha kodet DZ-?) eus ar Royal Air Force e Gwidel; an daou nijour a varvas[12].
- Mervel a reas 46 den abalamour d'ar brezel[13];
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun[14]; dieubet e voe Gwidel d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[15].
Brezelioù didrevadennañAozañ
- Brezel Indez-Sina: eizh gwaz a varvas;
- Brezel Aljeria: tri gwaz a varvas[16].
XXIañ kantvedAozañ
E miz Here 2018 ez eus bet kaoz eus babigoù Gwidel ganet dizorn pe divrec'h[17].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered GwidelAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 7 |
Kanada | 14 |
Polonia | 1 |
Rouantelezh-Unanet | 79[18] |
Zeland-Nevez | 2 |
Dianav (kontet e niver o bro dija) | 11 |
Hollad | 103 |
Karrnijourion e oant holl, nemet daou vartolod eus Morlu ar Rouantelezh-Unanet. Marvet int e-pad an Eil Brezel Bed[20].
DouaroniezhAozañ
Beg al Laeta er Pouldu |
- War aod ar Meurvor Atlantel ha war lez ar stêr Laeta emañ Gwidel.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1995 | → bremañ | François Aubertin | Bodadeg evit ar Republik da gentañ, Unvaniezh evit ul Luskad Poblel war-lerc'h ha MoDem bremañ | |
1983 | 1995 | André Kerihuel | CDS | |
? | 1983 | Louis Le Montagner | CNIP | Kannad, Senedour |
? | ? | Jean de Polignac | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Alamagn | Pulheim | 1969 |
Iwerzhon | Carraig Uí Leighin | 1987 |
Roumania | Negrești-Oaș | 1996 |
TudAozañ
Tud bet marvet enoAozañ
- Jean de Polignac, bet maer ar gumun.
- Jean Jaffré, den-a-iliz ha politikour gall, d'an 11 a viz Ebrel 1896.
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 128
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Cassini - EHESS - Gwidel - Fichenn ar gumun
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 275
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajennoù 22-27
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajennoù 606 ha 607
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/lorient-56100/bebes-nes-sans-bras-guidel-150-personnes-attendent-des-reponses-6054011
- ↑ Aerlu:77 (9 anezhe chomet dianav)
Morlu: 2 (1 anezhe chomet dianav) - ↑ Milourien eus broioù arall ag ar C'hommonwealth en Aerlu eus ar Rouantelezh-Unanet:
- Afrika ar Su: 1
- Aostralia: 1
- Rodezia ar Su: 2
- Afrika ar Su: 1
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Cassini hag EBSSA