Kewenn

kumun ar Mor-Bihan

Kewenn (pronoñset [ˈcəɥən] gant tud ar vro) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Plañvour e departamant ar Mor-Bihan.

Kewenn
Bourc'h Kewenn.
Bourc'h Kewenn.
Anv gallek (ofisiel) Quéven
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Plañvour
Kod kumun 56185
Kod post 56530
Maer
Amzer gefridi
Marc Boutruche
2014-2026
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web http://www.queven.com
Poblañsouriezh
Poblañs 8 816 ann. (2020)[1]
Stankter 368 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 47′ 22″ Norzh
3° 24′ 50″ Kornôg
/ 47.7894444444, -3.41388888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 50 m
bihanañ 2 m — brasañ 66 m
Gorread 23,93 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kewenn

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].

Ya d'ar brezhoneg

kemmañ
  • Ar maer kozh (2008-2014), Marc Cozilis, a zo ur brezhonegour ampart.
  • D’ar 26 a viz Gwengolo 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet war un dro d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
  • D'an 20 a viz Ebrel 2011 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.

Deskadurezh

kemmañ
  • Un hentad divyezhek a zo eno abaoe 2006.
  • E distro-skol 2024 e oa 54 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (4,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
  • Mervel a reas 103 gwaz abalamour d'ar brezel, 18 e 1914, 25 e 1915, 24 e 1916, 13 e 1917, 16 e 1918 ha 7 e 1919, eleze 4,45 % eus he foblañs e 1911[6].
 
Blockhaus pezhioù-kanol e Kewenn
  • Mervel a reas 15 milour ha 24 den nann-soudard abalamour d'ar brezel[6].
  • D'ar 7 a viz Eost 1944 e teuas milourion SUAat gant tankoù betek ar vourc'h met an Alamaned o lakas da gilañ war-zu Pont-Skorf; degemeret e oant bet mat gant tud Kewenn, setu perak e voe c'hwezhet an tan er vourc'h gant an Alamaned d'an 18 a viz Eost 1944[7]. Chom a reas Kewenn e Sankenn an Oriant e dalc'h an Alamaned betek an 10 a viz Mae 1945. Distrujoù bras a voe er gumun.

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas nav milour[9].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Meurvein.
  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
  • Ar c'halvar er vourc'h.
  • Chapelioù.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[10]. Dioueliet e voe d’an 2 a viz Here 1921[11].

Douaroniezh

kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

kemmañ

[12]

Melestradurezh

kemmañ
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Ebrel 2014 → bremañ Marc Boutruche[13] Tu-dehou, distrollad
Meurzh 2008 Marc Cozilis Strollad Komunour Gall
Meurzh 1982 Meurzh 2008 Jean-Yves Laurent Strollad Sokialour Gall
Kerzu 1980 Pierre Quinio Strollad Sokialour Gall
Here 1947 Eost 1974 Joseph Kerbellec SFIO
Gwengolo 1945 Here 1947 Louis Kermabon
1940 1945 Louis Kermabon bet anvet gant Renad Vichy
1904 1940 Julien Moëllo
1892 1904 Auguste Roperc'h
1878 1892 Joseph Le Léannec
1852 1878 Jean-Marie Raoul
1819 1852 Yves Le Leslé (mab)
1799 1819 Yves Le Leslé (tad)
1797 1799 Nicolas Joseph Raoul
1795 1797 Joseph Loménéhé
1793 1795 Jacques Le Bigot
1791 1793 Jacques Loher
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Gevelliñ

kemmañ

Gevellet eo Kewenn gant ar c'hêrioù-mañ[14] :

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha davennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. (br)Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  4. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 309
  5. (fr)Cassini - EHESS - Kewenn - Fichenn ar gumun
  6. 6,0 ha6,1 (fr)Monumant ar re varv
  7. (fr)Jean Le Berd, Lorient sous l'occupation, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1986, pajennoù 109 ha 114
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Université de Lille
  12. (fr)Cassini hag EBSSA
  13. (fr)Ouest-france.fr, d'ar 5 a viz Ebrel 2014
  14. (fr)Lec'hienn ti-kêr Kewenn